Tour-tan ar Vein Zu
Tour tan | |
---|---|
Tour-tan ar Vein Zu | |
![]() | |
lec'hiadur | 48° 18' 40" N - 4° 54' 52" K |
Bro | Breizh |
Savet e | 1867-1871 |
Uhelder | 28 m |
Uhelder diwar live ar mor | 30,50 m |
Hed-gwel | 19,5 mil mor |
Gouloù | 1 sked ruz bep 5 eilenn |
Gweladenniñ | ne reer ket |
Annezet | n’eo ket |
Bloaz an emgefreekadur | 1992 |
Tour-tan ar Vein Zu zo un tour-tan el lark da aodoù Goueled Leon. Talvezout a ra da heñchañ ar bigi a dremen hebiou Beg Lokmazhe. Savet e voe etre 1867 ha 1871. E kumun Konk-Leon emañ.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kinniget e voe ur raktres da sevel un tour-tan en takad e 1862. Degemeret e voe ar raktres gant ar gouarnamant gall d’an 3 a viz Mae 1865. Da neuze e oa bet istimet e savfe koust al labourioù da 325 000 lur.
Echuet e voe al labour e deroù 1872. D’ar 1añ a viz Mae e krogas an tour-tan da vont en-dro. Da neuze e oa ur gouloù ruz, dre eoul, a daole skedoù bep 10 eilenn. E 1903 e voe lakaet aezhenn tireoul da zeviñ e-lec’h an eoul. Hag e 1984 e voe lakaet ar gouloù da vont en-dro war-bouez an tredan.
E 1992 e oa bet lakaet an tour-tan da vont en-dro emgefre hag abaoe e vez kontrollet eus tour-tan ar C'hreac'h en enez Eusa.
Gant daou seurt mein greunit e voe savet an tour-tan : mein an Aber Ildud ha mein Kersanton. [1].
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Louis Chauris, « Construction d'un phare en mer d'Iroise : les Pierres Noires (1866-1872) », e Annales de Bretagne et des pays de l'Ouest, levrenn 105, niverenn 1, 1998, pp.71-89.
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Fichenn IA29000459 e diaz Mérimée
- Fichenn tour-tan ar Vein Zu e lec’hienn an DIRM NAMO (direction interrégionale de la mer Nord Atlantique-Manche Ouest)
- Tour-tan ar Vein Zu el lec’hienn phares.du.monde (skeudennoù)