Hugh Grant

Eus Wikipedia
Hugh Grant e 2014

Hugh John Mungo Grant, ganet d'an 9 a viz Gwengolo 1960, zo un aktour ha filmaozour saoz. Grant a zo bet enoret gant ur Golden Globe, ur BAFTA, hag ur César a enor evit e labour. E 2018, hollad e filmoù o devoa rastellet un hollad a 3 miliard a zollaroù dre ar bed. Un hollad 29 film a oa bet skignet er sinema. Brudet eo bet da gentañ goude ma vefe bet enoret gant ur Volpi Cup evit e roll er film Maurice (1987) met brudet e oa bet er bed a-bezh goude e roll er film Four Weddings and a Funeral (1994). Implijet en devoa ar roll-se evel patrom er bloavezhioù 1990, o c'hoari tudennoù fentus e filmoù evel Notting Hill (1999) ha Mickey Blue Eyes (1999). Evit e roll en Four Weddings and a Funeral, Grant zo bet enoret gant ur Golden Globe Award for Best Actor - Motion Picture Musical or Comedy kement ha gant ur BAFTA Award for Best Actor in a Leading Role.

Unan eus an aktourien brudetañ eo bet er bloavezhioù 1990 e-touez ar Saozon kement hag er bed a-bezh. Grant a voe brudet mat ivez dre e istorioù karantez evel e hini gant Elizabeth Hurley.