Mont d’an endalc’had

Mari Manac'h

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Lady Mond)

Marie-Louise Le Manac’h, anavezet evel Mari Manac'h, pe Mai Manac'h, pe "Lady Mond", zo ur Vreizhadez paour aet da binvidik, a oa bet ganet d'ar 5 a viz C'hwevrer 1869 ha marvet d'ar 21 a viz Du 1949, e Benac'h.

Marie-Louise le Manac'h, a veze graet Mai Manac'h diouti gant an dud, a oa ganet d'ar 5 a viz C'hwevrer 1869 e Benac'h. A-hed he yaouankiz e oa bet o vevañ e Milin Prad Gwegen, gant he zad, a oa miliner eno. Pa oa bet en oad da labourat e oa aet etrezek ar c'hêrioù : Sant-Brieg da gentañ, ha Pariz da c'houde. Dimeziñ a reas d'ur marc'hadour saoz, hag hi gantañ da Londrez. Eno e reas anaoudegezh gant unan eus ar brasañ binvidien saoz : Sir Robert Mond, "roue an nikel". Dimeziñ a rejont o-daou ha setu Mai Manac'h deuet da vezañ Lady. Dont a rae en-dro da Venac'h gwech ha gwech all. Ur perzh bras he deus bet Lady Mond e diorroadur kumun Benac'h. Evit he zri-ugent vloaz, e profas Sir Robert Mond domani Koad an Noz dezhi. Tremen a reas kalz amzer e-barzh ar vro adalek ar bloavezhioù 30. Dre he levezon e teuas he breur Jozef da vezañ Maer Benac'h. Hag hi a reas sevel un ti-post, un archerdi, sal ar festoù ha lakaat a reas cheñch gwerennoù an iliz.

War ar memes tro e oa dedennet bras Lady Mond gant ar sevenadur. Goulenn a reas digant Camille Le Mercier d'Erm embann e brezhoneg Buhez ar Pevar Mab Emon. Er bloavezhioù 1930 e tigemeras gourenerien deuet eus Kernev-Veur en he c'hastell e Koad an Noz. Asambles gant he breur hag un nebeud tud all e oa hi e penn ar FALSAB (Fédération des Amis des Luttes et Sports Athlétiques Bretons). Darempredoù he devoa c'hoazh Lady Mond gant luskad difenn sevenadur Breizh (gant Taldir Jaffrennou da skouer) hag anvet eo bet da "varzhez a enor" e Gorsedd Breizh. Degemer a reas ar varzhed en he c'hastell e 1937.

E-penn kentañ prantad Vichy e oa bet toullbac'het Lady Mond e Gwengamp e-pad meur a viz. Retorn a reas goude-se da vourk Benac'h da dremen ar peurrest eus he buhez. Ober a reas ma vije savet ur c'hastell diwar stumm hini Koad an Noz: Kastell Mond.