Hudson (stêr)
Neuz
(Adkaset eus Stêr Hudson)
An Hudson a zo ur stêr e reter SUA, 507 km hed dezhi, o redek dreist-holl e Stad New York. Dispartiañ a ra ul lodenn eus Stad New York diouzh unan eus Stad New Jersey.
Eienañ a ra ent-ofisiel e menezioù Adirondacks hag e gwirionez en norzh da dTahawus. Aberiñ a ra er Meurvor Atlantel.
Anvet e voe war lerc'h an ergerzher saoz Henry Hudson (war dro 1565-1611) hag a veaje evit ar Proviñsoù-Unanet hag a ergerzhas ar stêr e 1609.