Plouvalae
Mont d’ar merdeerezh
Mont d’ar c’hlask
Plouvalae | ||
---|---|---|
![]() An iliz katolik. | ||
![]() | ||
Anv gallaouek | Próbalàe | |
Anv gallek (ofisiel) | Ploubalay | |
Bro istorel | Bro-Sant-Maloù | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Aodoù-an-Arvor | |
Arondisamant | Dinan | |
Kanton | Plouvalae (pennlec'h) | |
Kod kumun | 22209 | |
Kod post | 22650 | |
Maer Amzer gefridi | Eugène Caro 2014-2016 | |
Etrekumuniezh | Kumuniezh kumunioù Aod an Emrodez | |
Bro velestradurel | Bro Sant-Maloù | |
Lec'hienn web | www.ville-ploubalay.com | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 3 077 ann. (2014)[1] | |
Stankter | 106 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 24 m bihanañ 2 m — brasañ 77 m | |
Gorread | 35,45 km² | |
kemmañ ![]() |
Plouvalae[2] (Ploubalay e galleg) a oa ur gumun eus Breizh e departamant Aodoù-an-Arvor. Pennlec'h Kanton Plouvalae e oa betek 2015.
Kendeuzet e oa bet gant Ar Genkiz-Yuzhael ha Tregon-Poudour d'ar 1añ a viz Genver 2017 d'ober ur gumun nevez : Bosez-Poudour.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Stummoù skrivet
- Bernard Tanguy ː Eccl. S. Petri de Ploballeio, 1163; par. de Plabela, 1269; Ploubala, 1310; Plobala, c. 1330; Ploubalay, 1348; Ploeballa, 1392; Ploubala, 1399; Plobalai, 1405; Ploubalay, 1439; Pluballay, 1444, 1551;
- Erwan Vallerie ː Ploballeio, 1163; Ploubalay, 1348; Plobala, 1399
Gerdarzh
- B. Tanguy ː anv ur sant ː Bachla
- Hervé Abalain ː anv ur sant ː Bala(e), marteze eilstumm da Balay, diskibl sant Gwenole
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En argant e sourin en gul karget gant teir mailhenn en aour, leinet gant ul leon en gul krabanet, teodet, ha kurunet en aour
Tiegezh Plessis-Mauron (Grénédan, XIVvet kantved
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Savet eo bet asamblez tirioù Rays hag ar Genkiz-Yuzhael e miz Mezheven 1680 kontelezh evit François-Claude du Breil. Kontelezh Brays e oa e anv.
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: graet e voe al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person en ur sevel diferadennoù na c'hellent ket bout degemeret gant ar Vodadenn vonreizhañ vroadel[3].
- 10 Gouere 1795 ː preizhet e oa bet an ti-kêr gant 300 chouan, devet an dielloù, ha troc'het Gwezenn ar Frankiz.
- 13 Ebrel 1796 ː emgann la Ville-Rozé, etre 350 chouan eus rann-arme la Baronnais, kaset gant Stévenot, lez-anvet Richard, ha 400 Glas eus ar 84vet hanter-brigadenn Dinan, kaset gant kabiten Lhermine.
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 88 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 3,65% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[4].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D'ar 24 a viz Gouere 1944 e kouezhas un nijerez P-47 (marilhet 42-67119) eus aerlu SUA (United States Army Air Forces) e Plouvalae; he nijour a voe lazhet[5].
- Mervel a reas pemzek den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[4].
Trevadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brezel Indez-Sina: daou soudard a varvas.
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Maner la Coudraye, adsavet e 1729; talbennoù ha tourioù a zo bet enrollet ar 24 Gouere 1964
- Kastell la Crochais (XVIIIvet)
- Kastell Bélestre (XVIIIvet)
- Maber la Mallerie (XVIIIvet)
- Chapel la Gonnais (XVIIvet)
- Moudenn Tertre-Bonnier (krennamzer)
- Kevioù la Crochais (mare an Houarn)
- Peulvaen la Prévôté
- An iliz sant Pêr ha sant Paol, sakret an 28 Here 1877.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Guy Homery, beleg, diazezour kenvreuriezh Filles de la divine providence Krehen; ganet e Plouvalae ar 25 Eost 1781, aet da Anaon e Krehen an 13 Du 1861
- Henri Lassourd, ganet ar 24 Mae 1902; medisin-loened, maer Gwerc'h-Breizh, 1945; kuzulier-jeneral, 1959; eil-prezidant kuzul Il-ha-Gwilun, 1967; kannad Il-ha-Gwilun (23 Mae 1968 / 4 Meurzh 1973). Aet eo da Anaon an 11 Meurzh 1978.
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
L'Advocat, Ladvocat Aotrounez La Crochais ha Landorel En glazur e sourin dentek en argant heuliet gant teir c'hregilhenn en aour, 2, 1. |
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Hervé Abalain : Les noms de lieux bretons. Les Universels Gisserot. 2000
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes. Département des Côtes-d'Armor. Eléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor. Saint-Brieuc. 1990
- Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Chasse-Marée. ArMen. 1992
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Plouvale, e geriadur Hemon-Huon, 1993.
- ↑ Adhésion de Messieurs les Recteurs, Curés et autres ecclésiastiques du diocèse de Saint-Malo, en Bretagne, A l'exposition des principes sur la Constitution du Clergé, adressée à MM. les Evêques députés à l'Assemblée nationale, Imprimerie de Crapart, place Saint-Michel, Pariz, Bro-C'hall, p.20
- ↑ 4,0 ha4,1 [1] Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Pertes USAAF