Ezklozadur

Eus Wikipedia
D zo un ezklozadur eus B, ha n'eo ket un enklozadur.
C zo un ezklozadur eus B hag un enklozadur eus A.

Graet e vez ezklozadur eus un tiriad a aparchant d'ur framm politikel hep bezañ stag outañ dre zouar (inizi er-maez) hag a zo gronnet gant frammoù politikel all. Ur skouer vat eus se eo ar c’horn-bro en-dro da gêr rusian Kaliningrad. Da Gevread Rusia eo met dispartiet eo diouzh ar peurrest eus ar vro gant douaroù stag ouzh Lituania ha Polonia.

Daoust pegen kar eo an daou dermen, un ezklozadur n'eo ket un enklozadur dre ret. Gronnet eo Oblast Kaliningrad gant div vro : Lituania ha Polonia hag harzoù he deus ivez gant ar mor Baltel. Eus an tu all, ezklozadur katalan Llívia zo enklozet e Frañs.

Troet eo an ezklozadurioù da soñjal mui pe vui er frankiz politikel, dreist-holl pa vez pell an ezklozadur eus ar vammvro.


Skouerioù a-vremañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skouerioù istorel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez (e saozneg)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]