Mont d’an endalc’had

Prusia ar Reter

Eus Wikipedia
Ur pennad Prusia zo ivez.
Prusia ar Reter
provinces of Prussia
Deiziad krouiñ1773 Kemmañ
Anv ofisielOstpreußen Kemmañ
Anv er yezh orinOstpreußen Kemmañ
Yezh ofisielalamaneg Kemmañ
Kan broadelnationalhymne of east prussia Kemmañ
KevandirEuropa Kemmañ
StadPrusia Kemmañ
Kêr-bennKönigsberg Kemmañ
E tiriadRouantelezh Prusia, Stad dieub Prusia Kemmañ
Daveennoù douaroniel54°42′36″N 20°30′36″E Kemmañ
Sez sokialKaliningrad Kemmañ
Bet erlec'hiet gantMemelland Kemmañ
Erlec'hiañ a raDugelezh Prusia Kemmañ
Deiziad divodañ1945 Kemmañ
Kod plakenn varilhI C Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of East Prussia Kemmañ
Map
Kastell Marienburg (Malbork bremañ), savet e 1274, kreñvlec’h Marc’heien an Urzh Teutonek.
Prusia ar Reter er bloavezhioù 1923-1939.

Prusia ar Reter (Ostpreußen en alamaneg) a oa ur vro en arvor gevred ar Mor Baltel, etre an XIIIvet kantved ha dibenn an Eil Brezel-bed. Rannet eo an douaroù-se bremañ etre Rusia ha Polonia.

Annezet e oa Prusia ar Reter gwechall gant ur bobl anvet Henbrusianed pe Borusianed, a gomze henbruseg, ur yezh valtek. Aloubet e voe bro ar bobl-se gant Marc’heien an Urzh Teutonek en XIIIvet kantved. Goude un hanter-kantved a emgannoù e voe kaset da get pobl an Henbrusianed ; goude-se e voe kristenaet hag alamanekaet tamm-ha-tamm ar re anezho a oa chomet bev. Gant an Urzh Teutonek e voe savet e Prusia ar Reter ur stad alamanek kristen ha ne anaveze galloud ebet a-us dezhi estreget hini ar Pab. E-pad ur pennad e voe brasaet domani ar stad-se war-zu an hanternoz, diwar-goust Livonia hag Estonia. E 1525, dindan ren diwezhañ Mestr Meur an Urzh Teutonek, Albrecht, e teuas stad Marc’heien an Urzh Teutonek da vezañ Dugelezh Prusia.

En amzer-hont ne veze graet nemet "Prusia" eus ar vro (Preußen en alamaneg). Goude 1772, pa voe rannet Polonia, e voe lakaet kemm etre douaroù ar c’hornôg a oa bet e dalc’h Polonia, hag a voe graet Prusia ar C'hornôg anezhi, hag ar pezh a oa Prusia diagent hag a voe anvet hiviziken "Prusia ar Reter".

Etre 1772 ha 1829 hag etre 1878 ha 1945 e oa Proviñs Prusia ar Reter ul lodenn eus stad Prusia. Königsberg e oa ar gêr-benn.

Goude ar Brezel-bed Kentañ e voe rannet Prusia ar C’hornôg etre Polonia (Pomerania) ha Kêr zieub Danzig (Gdańsk bremañ). Evel-se en em gave dispartiet Prusia ar Reter diouzh Alamagn.

Goude an Eil Brezel-bed e voe dismantret Prusia ar Reter ha rannet e voe ar vro etre Polonia, er c’hreisteiz hag URSS en hanternoz, gant kêr Königsberg, anvet Kaliningrad hiviziken. Skarzhet e voe an holl alamanegerien diouzh al lodenn norzh ha ne chomas ket kalz anezho er c’hreisteiz.



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.