Kroaziadegoù balt

From Wikipedia
Jump to navigation Jump to search
Marc'heion deutonek da vare emgann al lenn Peïpous (Skeudenn tennet ag ar film Alexander Nevsky gant Sergei Eisenstein).
Ar meuriadoù balt en XIIIvet kantved.
Livonia e kreiz an XIIIvet kantved.
Emdro an tachennoù dindan beli an urzhioù milourel alaman (e roz) (e griz: Lituaniz; e melen: Poloniz).

Ar c’hroaziadegoù balt, pe c’hoazh kroaziadegoù an Hanternoz, zo un heuliad gwezhiadoù milourel lusket adalek an XIIvet kantved gant kristenion ar c'hornôg a-enep da bobloù pagan biz Europa o vevañ war ribloù ar mor Baltek : ar Valted (an Henbrusianed, Lituaniz,…).

Roet e voe da bal dezhe andreiñ dre gaer pe dre heg ar baganed valt d’ar feiz kristen ha galvet e voe ez-ofisiel ar groazidi da sailhañ war ar broioù balt gant ar pab Selestin III e 1193. Hogen, kroget o doa marc’heion c’herman zo da dagañ ar meuriadoù balt kent e c’halvidigezh d’ar brezel santel.

Padet o doa daou gantved betek deroù ar XVvet kantved (emgann Grunwald). Evel kalz a groaziadegoù e tistrojont diwar o fal orin hag e teujont da vout un digarez evit an urzhioù relijiel milourel hag ar varc’heion alaman da drevadenniñ ar broioù balt (Livonia, Prusia,…).

Dibun ar c’hroaziadegoù[edit | edit source]

A-hed an XIIIvet kantved e stourmas didruez ar varc’heion deutonek a-enep d’an henbrusianed a veve dindan o gwask. Poblañs ar re-mañ diwezhañ az eas a 150 000 da 80 000 den etre 1250 ha 1350.

  • 1410: emgann Grunwald. Trec’h e voe al luioù polonat ha lituaniat war ar re deutonek. Mestr an Urzh a varvas e-korf an emgann. Da-heul ez eas galloud ar Stad teutonek war an diskar. Dav e voe d’ar varc’heion en em gaeañ a-dreñv mogerioù kreñvlec’h Malbork ha tro-dro.

Disoc’hoù[edit | edit source]

Mar kemmas Lituaniz relijion (e 1385 ez-ofisiel a-gevret gant o levier Jogaila deuet da vout roue Polonia ivez) ne voe ket abalamour d’ar c’hroaziadegoù, hogen evit abegoù politikel ha dre hanterouriezh o amezeion bolonat (berzet e oa al lituaneg, betek n’eus ket keit-se zo, en ilizoù dre ma oa ur « yezh pagan »). Chomel a reas ul lodenn vat anezhe (ha kalz a Henbrusianed) pagan e-pad pell: ar Samogitianed, da skouer, a chomas feal d’o feiz betek kreiz ar XVvet kantved a-c’hwael (roudoù a baganelezh zo chomet e Lituania hag e Prusia e-pad pell).

Abalamour d’ar c’hroaziadegoù-se ha da zoareoù an Alamaned war-lerc’h o deus bet ar Valted droug ouzh ar re-mañ diwezhañ e-pad pell.