Emgann Saulė

Eus Wikipedia
Emgann Saulė
Tamm eus ar C'hroaziadegoù balt

An dachenn emgann vartezeet.
Maread 22 a viz Gwengolo 1236
Lec'h e-tal Šiauliai e Samogitia
Disoc'h trec'h Vykintas hag ar Samogitianed
Emgannerien
Marc’heion douger-kleze
Republik Pskov
Livonianed
Latgallianed
Samogitianed
Pennoù-brezel
VolkwinVykintas
Niver a emgannerien
3 000etre 4 000 ha 5 000
Kolloù
48–60 marc'heg lazhet
2700 den marv
dianav
Kartenn Livonia e 1260 o tiskouez lec'hiadur emgann Saulė e hanternoz Samogitia.

Emgann Saulė (Saulės mūšis e lituaneg, Saules kauja e latveg, Schlacht von Schaulen en alamaneg), a vez graet « Emgann Šiauliai » anezhi a-wezhadoù e lituaneg (Šiaulių mūšis), a c’hoarvezas d’an 22 a viz Gwengolo 1236, nepell diouzh kêr Šiauliai a greder (diasur eo avat). Enebiñ a reas ar Varc’heion douger-kleze hag o c’hevredidi valt en un tu, ouzh ar Samogitianed en tu arall. Ar faezhidigezh c’hloazus roet d’an Urzh milourel katolik gant ar Valted pagan a oa bet ur bazenn da groaziadegoù an Hanternoz.

Kenarroud istorel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Staliet abaoe 1202 en hanternoz ar broioù balt e klaske ar Varc’heion douger-kleze, kentañ urzh milourel erruet eno, reiñ lamm d’ar pobloù pagan, skrapañ o ziriadoù digante ha skignañ ar feiz Kristen er rannved-mañ. Estonia ha Latvia a-vremañ a oa dija dindan o beli, pe hini an Daned, ha kemmet relijion ar pobloù enne.

Diaes e oa ar mare evit an Urzh a veze berr an argant gantañ ha diaes e veze dezhañ kavout enluidi nevez (ha kudennoù a oa etre mestr ar varc’heion hag ar babelezh). Neoazh e voe embannet ur vuilh gant ar pab o kemenn e vefe taget Lituania ha meuriadoù pagan ar broioù balt. War sigur kemennoù ar pab e voulc’has Volkwin, mestr an Urzh, ur vrezeliadenn a-enep da Samogitia gant ar pal dezhi aloubiñ aodoù ar mor Baltel eno ha, mod-se, tizhout tiriad an Urzh Teutonek ha kenstagañ an tiriadoù Kristen-se, hag evel-se adreiñ lufr da anv e Urzh. Treiñ a reas Republik Pskov, al Livonianed, al Latgalianed hag an Estonianed a-du gantañ.

An emgann[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Trec’h war ar Samogitianed e penn kentañ ar vrezeliadenn en em gavas lu Volkwin gant ur strollad niverus anezhe war hent an distro e-tal ur stêr. Ne fellas ket d’ar varc’heion stourm war droad avat ha dav e voe d’al lu kroaziat diazezañ ur c’hamp evit an nozvezh. Antronoz en em gavjont gant lu an dug a Samogitia Vykintas ha marc’hegerezh skañv lituaniat an Dug-Meur Mindaugas. Boaz da stourm er geunioù e voe ar re-mañ diwezhañ trec’h buan-tre war ar soudarded kristen a voe lazhadeget (ar mestr en o mesk) gant o enebourion er geunioù pe war hent an distro da Rīga gant ar Zemgalianed rebellet oute war-lerc’h an emgann.

Lec’hiadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Donet a ra anv an emgann ag hini an doueez Saulė (an Heol). Ez-wir e venneger er c’hChronicum Livoniae e c’hoarvezas en terram Sauleorum, da lavaret eo en ur vro gouestlet da Saulė. Diaes eo avat gouzout pehini. E-pad pell ez eus bet soñjet e voe e-tal kêr Šiauliai e Lituania. Tud arall o lavaret e oa an dachenn emgann e Vecsaule e Latvia a-vremañ. Hogen istorourion a ginnig ur gêriadenn a hanternoz Lituania, e-tal harzoù Latvia, nepell diouzh Šiauliai, da lec’hiadur (ha degemeret eo bet ez-ofisiel e 2010 gant gouarnamant Lituania).