Tregeneg
Tregeneg | ||
---|---|---|
Iliz al Lae | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Tréguennec | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Kemper | |
Kanton | Pont-'n-Abad (betek 2015) Ploneour-Lanwern (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 29292 | |
Kod post | 29720 | |
Maer Amzer gefridi | Claude Boucher 2008-2020 | |
Etrekumuniezh | Su ar Vro Vigoudenn | |
Bro velestradurel | Bro Gerne | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 314 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 33 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 0 m — brasañ 53 m | |
Gorread | 9,61 km² | |
kemmañ ![]() |
Tregeneg a zo ur gumun er Vro Vigoudenn, e kanton Ploneour-Lanwern, e departamant Penn-ar-Bed, e mervent Breizh.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Loc'h Trunvel, ur mirva natur.
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Erwan Vallerie ː Tregaenoc, c 1330; Trefgaennuc, 1368; Trefgaennec, Treffguaennec, 1368; Tregunec, &516; Treguenec, 1536; Trequence, 1630; Trèguenec, 1709
Gerdarzh
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- En gul e vleiz tremenant en aour, lagadek en gul; e gab koñchek a bemp pezh gwriet en glazur, karget gant peder brizhenn erminig ivez en aour, ha skoret gant pemp bezantenn kenstag ivez en aour.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Calvez, person[2].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 25 gwaz eus ar gumun, d.le. 3,44% ag he foblañs e 1911, a gollas o buhez abalamour d'ar brezel[3].
Eil brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brudet eo Tregeneg ivez evit al labouradeg vili bet aozet e 1943 el lec'h anvet Prad ar C'hastell e-pad an Eil Brezel Bed. Hiziv an deiz ne chom nemet dismantroù dirapar, met da vare ar brezel e rankas paotred ar vro labourat eno, tra ma oa aozet un ti-gar da gas ar bili a-benn sevel blockhausioù war aodoù ar C'hwec'hkorn. An Aozadur Todt eo a rae war-dro. Tud ar vro a gendalc'has da implijout ar bili betek 1948, a-benn sevel tiez. Hiziv an deiz ez eo difennet groñs dastum bili war an aod.
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Un iliz katolik a zo e penn nec'h Tregeneg, el lec'h anvet Penn an Iliz. Un iliz katolik all a zo un tammig pelloc'h er vourc'h pa'z eer war-du an aod. Pelloc'h c'hoazh, a-raok al lec'h anvet "ar Stank", emañ chapel Sant Vio. En he c'hichen ez eus ur maen hag a veze implijet gant maouezed ar vro: pa ne zeuent ket a-benn da zougen e teuent da frotañ outañ.
- Monumant ar re varv, luc’hskeudenn[4]. Dioueliet e voe d’an 19 a viz Gwengolo 1922[5].
- War aodoù Tregeneg ez eo degemeret ar re a fell dezho rouzañ en o noazh.
Lavar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- "Sistr Tregeneg" a zo dour pe doursistr[6]. Talvezout a ra an droienn ivez evit un dra ha n'hall ket bezañ.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
le Bastard,
aotrounez Kergifineg |
En argant e deir dreustell en gul, leinet gant teir brizhenn erminig |
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 49.
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Université de Lille
- ↑ Per Perennou, Marig, adkemeret gant Keleier, kannadig kumun Ploneour-Lanwern, niv.36, 2013, p.23.