Banniel Tamil Eelam

Eus Wikipedia

Diazezet eo banniel Tamil Eelam war arouez Tigred dieubiñ Tamil Eelam. Lakaet eo bet da vanniel broadel Tamil Eelam e 1990.

Arouezelezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diskouez a ra an tigr frankiz ar vro diazezet war hengounioù brezeliñ (Veera marapuhal) an Damiled.
Pevar liv a zo gant ar banniel-se. Pep hini a dalvez un dra bennak:

  • Ar melen a ziskouez youl an Damiled d'en em ren dizalc'h, reizhded hag uhelded spered o stourm.
  • Ar ruz a ziskouez ar stourm evit ar frankiz, ar youl da gas d'an traoñ an droukziforc'h etre ar c'hastaoù, ar renkadoù, ar baotred hag ar merc'hed, hag ar stourm evit ar justis sokial.
  • An du a ziskouez an hent diaes war hent ar frankiz, ar youl da vont war-du ar pal.
  • Ar gwenn a ziskouez ar c'hlanded hag an onestiz a rank diskouez an Damiled hag o renerien.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]