Kersaout
Kersaout | ||
---|---|---|
An ti-kêr. | ||
Anv gallaouek | Corsoeut | |
Anv gallek (ofisiel) | Corseul | |
Bro istorel | Bro-Sant-Maloù | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Aodoù-an-Arvor | |
Arondisamant | Dinan | |
Kanton | Plangoed | |
Kod kumun | 22048 | |
Kod post | 22130 | |
Maer Amzer gefridi | Alain Jan 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Dinan Tolpad-kêrioù | |
Bro velestradurel | Bro Dinan | |
Lec'hienn web | www.corseul.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 2 223 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 53 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 120 m bihanañ 13 m — brasañ 126 m | |
Gorread | 41,74 km² | |
kemmañ ![]() |
Kersaout (Corseul e galleg) zo ur barrez kozh eus Bro-Sant-Maloù hag ur gumun eus departamant gall Aodoù-an-Arvor e Breizh.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E kanton Plangoed emañ.
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Erwan Vallerie ː Corsult, IXvet; Corsolt, 1123; Corsot, 1124, 1163, 1184; Corsolt, 1184; Corsot, 1187; Corsout, 1259; Corsult, 1522; Corsoult, 1522; Corseul, 1630; Courseu, 1636
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Henamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Fanum Martis (« templ Meurzh ») e oa anv latin Kersaout gwechall. Kêr-benn ar Guriosolited e oa. Krouet e oa bet war-dro -10. War-dro an IIIe kantved pe IVe kantved, evel meur a gêr a oa penn-kêr ur bobl c'halian, e troas anv Fanum Martis en hini ar bobl c'halian orin.
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 130 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 4,57 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[2].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D'ar 6 a viz Eost 1944 e kouezhas un nijerez Ju 188 D-2 kodet F6+GL eus an aerlu alaman (Luftwaffe) e Kersaout gant pemp nijour en he bourzh; un nijour a varvas, douaret e voe e Huisnes-sur-Mer, departamant Manche (Bro-C'hall), tri nijour all a voe gloazet, kaset e voent d'ur c'hamp prizonidi-vrezel, ne voe ket adkavet an hini diwezhañ[3].
- Mervel a reas seitek den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[2].
Trevadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brezel Aljeria: daou soudard a varvas.
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dismantroù Kastell Montafilan XIIvet kantved.
- Dismantroù roman:
- Templ Meurzh, en Haut-Bécherel,
- park furchadegoù Monterfil,
- park Champ-Mulon.
- Monumant ar re varv.
Demografiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
1962 | 1968 | 1975 | 1982 | 1990 | 1999 | 2006 | 2013 |
---|---|---|---|---|---|---|---|
1830 | 1925 | 1955 | 2022 | 1987 | 1977 | 1900 | 2109 |
Abaoe 1962 : Poblañs hep kontoù doubl |
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
Loisel, Loaisel, Louaisel,
aotrounez Bois-Jouan, Villedeneuf |
En argant e deir moualc'henn en sabel |
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E-kerzh ar bloavezhioù 1930 e votas kuzul-kêr Kersaout ur gouestl evit kelenn ar brezhoneg er skolioù, diwar atiz al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES).
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (fr) Loïc Langouet, « La voie romaine Corseul-Avranches et son insertion dans le paysage », e-barzh Les dossiers du Centre Régional Archéologique d'Alet, vol. 22, 1994, p. 47-70
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995