Pobloù Arvorig
Setu amañ listenn pobloù galian kozh Arvorig (betek ar VIvet kantved dre vras), pe gentoc'h re al lodenn gornôkañ eus Arvorig, a yeas d'ober Breizh, rak brasoc'h eget Breizh e oa Arvorig kozh.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Julius Caesar :
"XX uniuersis ciuitatibus quae Oceanum attingunt quaeque eorum consuetudine Aremoricae appellantur, quo sunt in numero Coriosolites, Redones, Ambibarii, Caletes, Osismis, Lemouices, Vnelli." En amzer ar C'halianed e oa kevredet pobloù Arvorig
- re Vreizh a-vremañ dre vras
- ar Guriosolited, a oa Kersaout o c'hêr-benn, a-raok mont da Alet;
- an Osismied er c'hornôg pellañ, a oa Vorgium o c'hêr-benn;
- ar Weneted, a oa Gwened;
- ar Riedoned, a oa Condate Redonum, a zeuy da vout Roazhon;
- an Namneted, a oa Condevicnum;
- re Normandi a-vremañ dre vras, en o zouez:
- an Abrincatui, e korn-bro Avranches,
- an Unelli, en hanternoz dezho, e Cotentin;
- ar re all, en Anjev a vremañ.
N'eo ket gwall spis harzoù pobloù Arvorig, ha dizemglev zo etre an istorourien.
- darn a lavar e tape Arvorig eus aber ar Garona (Gironde)[1] betek aber ar stêr Saena, rak en amzer an « tractus Armoricanus et Nervicanus » (380), ez ae proviñs roman Armorica betek aber ar Garona.
- darn all a lavar ne oa anezhi nemet Breizh hag aod Normandi betek aber ar Saena.
Si a zo en div dezenn, rak
- ar Biktoned, pobl Poatev, ha Santoned, pobl Saintonge, ne oant ket er c'hevredad,
- ar Galeted, Caleti ar pays de Caux (war-dro Dieppe ha Fécamp) a vez gwelet alies evel Arvorigiz.
Arvorigiz Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An Osismied, a oa er c'hornôg pellañ, a oa Vorgium (Karaez hiziv) o c'hêr-benn. 'Ostimioi e oa o anv gant Piteas, ar moraer hellazat. Ret e vije kompren « ar re uhelañ» pe « re penn ar bed ».
Er c'hreisteiz dezho e oa ar Weneted (Veneti), rouaned ar mor. O chom e oant e Bro-Gwened, en-dro d'ar Mor-Bihan. O anv a gaver en hini Gwened . Iskis gwelout penaos e kaver an anv Weneted ivez gant ar bobl a savas ur gêr c'halloudus all, rouanez ar mor, Venezia; tost e seblant bezañ da anv Gwynedd, ur rouantelezh kozh e Kembre).
Ken galloudus ha pinvidik e oa ar Weneted ma fellas da Gaesar distruj o beli.
Ur bobl moraerien ha kenwerzhourien e oant, dezho ur Sened evel ar Romaned. En o listri edo o finvidigezh hag o galloud, ha hini Arvorig. Kenwerzh a raent etre Enez Vreizh ha Galiza, ha zoken betek Italia, ma kasent marc'hadourezh aleshont betek aodoù brezhon Mor an Hanternoz. Ober a raent marc'had ar perlez (hervez Suetonius, Caesar, 47), , al listri arem, ar c'hiboù, an delwennoù d'an doueed, ar bravigoù, an armoù. Hag ouzhpenn amforennoù. pe welloc'h amforennadoù eoul ha gwin a veze karget en Ostia, Pouzzoles pe Ansedonia (Orbetello), ha kaset goude gant listri betek Narbonne. Alese e vezent kaset dre zouar betek ar Meurvor Atlantel dre ar seuil du Lauragais, Toulouse ha Bourdel. Un hent aral a oa d'ar varc'hadourezh dre traonienn ar Ron hag al Liger[2]. Adalek Bourdel pe Naoned e veze hedet an aod gant al listri betek Gwened ha porzhioù arall betek Aled, e bro ar Goriosolited. Eus porzh Aled ez aent da Enez Vreizh betek an aod kreisteiz ha dreist-holl da l'emporion Hengistbury Head nepell diouzh Bournemouth en Dorset a vremañ[3], ma'z eus bet kavet kalz tammoù amforennoù gwin roman, pri-poazh eus broioù an Osismied hag ar Guriosolited, ha kalz a bezhioù moneiz eus ledenez Arvorig, met kentoc'h eus bro ar Guriosolited.
Dre ar Weneted e veze gwerzhet marc'hadourezh gant Arvorig d'ar Romaned ha da Italia penn-da-benn: staen, kouevr eus Enez Vreizh, [4], goularz, sklaveg[5], kon-hemolc'h, plomm (eus Poullaouen), holen, krec'hen, aour, e-touez meur a dra all; boued dre holen ha kilhevardon eus Arvorig a veze kavet mat e Roma.
En amzervezh a-raok an aloubadeg roman e oa gouarnet ar Weneted (al Lessovianed ivez) gant ur Sened a oa mouezh politikel ur seurt bourc'hizelezh marc'hadourien, nemet e vije hini brezelourien. Rak a-raok e oa renet pobloù Galia gant un noblañs, hervez an doare kozh, enni renkadoù izel hag uhel. Savet e oa an noblañs er brezelioù pe troioù-brezel da bell vro. En-dro d'an noblañsed-se e oa ur mor a wizien hag a glianted a oa feal d'o mestr.
Er c'hreisteiz d'ar Veneted galloudus e oa an Namneted en aber al Liger, hag a roas o anv da gêr nom Naoned. « "Samnited" a lavar Strabon ha Ptolemeus ouzh an Namneted . »[6]. Pell amzer ne voe an Namneted nemet ur meuriad e pobl ar Weneted.
E reter ha biz Breizh e oa ar Guriosolited, « Coriosolitae » en latin. En o anv e weler ar ger corio, a dalvezfe « arme ». Dre vras e oant o chom a-hed ar Renk. O anv a rojont da Kersaout. En Arvii edo o c'hêr-benn, a-raok mont da Gersaout, a voe anvet Fanum Martis en latin.
Ar Redones pe Riedones a oa o chom a-hed ar Gwilun, betek Redon da vihanañ, ha Condate Redonum, o c'hêr-benn, a droas da Roazhon.
Arvorigiz Normandi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er c'hreisteiz da Normandi hiziv e oa
- ar Bajocasses, a oa o c'hêr-benn en Augustodurum - Bayeux
- an Abrincatui, pe Abrinkated, « tud an aberioù », a oa Ambivariti dindan gant Plinius Kozh; int-i o dije savet kêr Avranches.
En hanternoz Normandi a vremañ edo
- an Unelled, e ledenez Cotentin, a oa o c'hêr-benn e Cosedia (a zo Coutances hiziv)
- al Lessovianed, pe Lexovii, a oa diazezet er c'hreisteiz da aber ar Saena, a-hed an aod ; o anv eo a gaver hiziv en hini kêr Lisieux, a oa ur gêr c'halian, damromanekaet hec'h anv e Noviomagus (ar marc'had nevez), hag en anv Lieuvin. Eus tud Lisieux e vez graet Lexoviens e galleg.
- an Esuvii (Bessin ha pays de Séez),
- ar Viducasses (Vieux-la-Romaine er mervent da gêr Caen),
- ar Galeted, er pays de Caux, a oa o c'hêr-benn e Lillebonne, war an aod d'an ampoent,
- an Andecavi, en Anjev,
- an Anlerci Diablintes, pe Diablinted, e reter Maine, en-dro da Jublains,
- an Aulerci Cenomanni, pe Cenomanni hepmuiken, en-dro d'ar Mañs,
- an Aulerci Eburovices, pe Eburovices hepmuiken, en-dro da Évreux,
- ar Veliokased, en-dro da Rouen.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Adalek ar Pireneoù zoken, hervez Plinius Kozh, en e Historia naturalis, (2.17.105)
- ↑ Strabon, Geographika IV, 1, 14
- ↑ Strabon, IV, 1, 4
- ↑ Strabon, IV,5,2.
- ↑ Cicero, ad Att.,IV,16,13
- ↑ Caesar, De Bello Gallico, II, c-8.