Mont d’an endalc’had

Saintonge

Eus Wikipedia
Saintonge
  • ██ Saintonge e Bro-C'hall.

  • StatudProviñs e Rouantelezh Bro-C'hall
    Kêr-bennSaintes
    YezhoùSantonjeg, galleg
    Bro-C'hall er XVvet kantved.

    Saintonge (distaget /sɛ̃tɔ̃ʒ/ e galleg ; Séntunjhe eo an anv santonjek ; « Sentoñj » a gaver a-wezhioù e brezhoneg) zo ur proviñs kozh e kornôg Bro-C'hall.

    Etre proviñsoù Aunis er gwalarn hag Angoumois er gevred emañ. En hanternoz dezhi emañ Poatev, hag er c'hreisteiz emañ Gwienna.

    Ul lodenn eus departamant ar Charente-Maritime eo, er rannvro Nouvelle-Aquitaine abaoe ar 1 a viz Genver 2016 goude bezañ bet ul lodenn eus ar rannvro Poitou-Charentes enteuzet en un tiriad kalz brasoc'h.

    Saintonge hag an departamantoù a vremañ

    Eus Santones, anv latin ur bobl c'halian, e teu anv ar proviñs.

    Saintes e oa kêr-benn Saintonge, a badas betek krouidigezh an departamantoù gall e 1790.

    Etre tri departamant gall e voe rannet e 1791 : ar Charente-Maritime, dezhañ an darn vuiañ, ar Charente hag an Deux-Sèvres.

    Ar santonjeg zo bet anavezet evel yezh rannvroel c'hall[1].