Aunis
Neuz
An Aunis (distaget: [onis]) a zo ur proviñs eus Bro-C'hall, e kornaoueg ar vro, en-dro da gêr ar Roc'hell. Ar proviñs bihanañ eus ar Frañs an hini eo. Inizi brasañ Bro-C'hall a gaver eno: Enez-Ré hag Enez-Oléron.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En 1374 e voe distaget ar Roc'hell diouzh ar Saintonge gant ar roue gall Charlez V d'ober ur gouarnamant a-ziforc'h, ennañ Rochefort ha Marennes, ha Benon ur pennad. Neuze eo e teuas Aunis da vout ur broviñs ervat.
Eus ar proviñs d'an departamantoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar pep brasañ eus an Aunis a zo aet e-barzh departamant ar Charente-Maritime e 1790, teir farrez a zo aet e departamant an Deux-Sèvres hag unan er Vañde.