Mont d’an endalc’had

Riedoned

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Riedones)
Pobloù galian Arvorig, er c’hentañ kantved kent JK

Ar Redones pe Riedones (hervez al latin)[1] pe Rêdoned[2] pe Riedoned[3] a oa unan eus ar pobloù galian diazezet e kornôg Gallia Lugdunensis, er vro zo tro-dro da Roazhon bremañ. Condate (deuet da vezañ Roazhon hiziv) e oa o c’hêr-benn. En-dro dezho e oa ar pobloù-mañ :


Goude ober brezel e Gallia Belgica (57 kent JK), Julius Caesar a gasas ul lejion da Arvorig, annezet gant ar Weneted, ar Redones, ha pobloù all c’hoazh diazezet etre ar stêrioù Seine ha Liger. Meneget eo ar Redones gant Caesar e-touez ar pobloù a oa o vevañ en Arvorig, en arvor ar Mor Atlantel[4]. Soublañ a rejont holl dirak Publius Licinius Crassus e-pad an hañv[5]. Un nebeud mizioù war-lerc’h avat e savjont a-du gant emsavadeg ar Weneted, asambles gant meur a bobl all eus Arvorig, met trec’h e voe ar Romaned. Pemp bloaz war-lerc’h, e 52 kent JK, e voe kaset soudarded gant ar Redones da dagañ armeoù Caesar en Emgann Alesia.


Dont a ra o anv eus ar wrizienn geltiek *reid- (« mont gant ur c’harr »), gant ul lostger -on-[6]. Talvezout a rae o anv eta kement ha « bleinerien girri ».

  1. Anne-Marie Rouanet-Lisenfelt, André Chastagnol, Patrick Galliou, Loïc Langouët & Pascal Aumasson, La civilisation des Riedones, Brest, stagadenn da « Archéologie en Bretagne » », 1980, avertissement RIEDONES ou REDONES, Anne-Marie Rouanet-Lisenfelt, p.5.
  2. Notennou diwar-benn ar Gelted koz, p. 220
  3. Louis Elegoet, Istor Breizh, TES, p. 20
  4. Julius Caesar, Commentarii de Bello Gallico, levrenn VII, 75)
  5. Julius Caesar, Commentarii de Bello Gallico, levrenn II, 34
  6. Pierre-Yves Lambert, La langue gauloise, Errance, p. 34