Mont d’an endalc’had

Naoned

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Condevicnum)

Naoned
Kastell an duged
Kastell an duged
Ardamezioù
Anvioù all An Naoned
Anv gallaouek Naunnt, Nantt
Anv gallek (ofisiel) Nantes
Bro istorel Bro-Naoned
Melestradurezh
Departamant Liger-Atlantel Liger-Atlantel
Arondisamant Naoned
Kanton Pennlec'h 7 kanton
Kod kumun 44109
Kod post 44000, 44100, 44200 ha 44300
Maer
Amzer gefridi
Johanna Rolland (PS)
2014-2026
Etrekumuniezh Naoned Meurgêr
Bro velestradurel Tolpad-kêrioù Naoned
Lec'hienn Web (fr) [metropole.nantes.fr]
Poblañsouriezh
Poblañs 320 732 ann. (2020)[1]
Stankter 4 920 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 13′ 05″ Norzh
1° 33′ 10″ Kornôg
/ 47.21806, -1.55278
Uhelderioù kreiz-kêr : 8 m
bihanañ 2 m — brasañ 52 m
Gorread 65,19 km²
Lec'hiañ ar gêr
Naoned

Naoned (distaget: [ˈnɑ̃wnət]), pe An Naoned, eo kêr vrasañ ha kêr-benn istorel Breizh, e gevred ar vro e Breizh-Uhel, war ribl al Liger. Ur rol melestradurel hag armerzhel pennañ he deus. Pennlec'h ha sez predelezh rannvro Broioù al Liger eo, pennlec'h ha sez prefedelezh departamant al Liger-Atlantel ha sez Akademiezh Naoned. Ur porzh kenwerzh a-bouez war aber al Liger e-pad kantvedoù, chomet eo Naoned ur pol armerzhel hag industriel pennañ. 309 346 annezad he deus e 2017, 619 240 annezad e Naoned Meurgêr, 622 693 annezad en unvez kêrel ha 934 165 annezad er tolead kêr.

C'hoariet en deus Naoned ur rol hep e bar e Istor Breizh. Deuet da vezañ kêr-benn Breizh gant Alan Barvek en Xvet kantved, sez gouarnamant Dugelezh Breizh e oa betek ma voe staget ar vro ouzh Bro-C'hall er XVIvet kantved. Kastell Duged Breizh, hec'h Iliz-veur hag he Skol-veur savet e 1460 a ziskouez c'hoazh hiziv galloud ha souvereniezh an Duged d'ar mare-se. Pa zeuas Roazhon da gaout ur rol melestradurel pouezus e framm Proviñs Breizh er c'hantvedoù da heul, e tiorroas Naoned war an dachenn armerzhel, dre he forzh (gant ar c'henwerzh tric'horniek dreist-holl), hag he greanterezh adalek an Dispac'h Greantel en XIXvet kantved, aroueziet gant an Tour Lu, aspadenn labouradeg kozh an embregerezh vrudet, deuet da vezañ ul lec'h sevenadurel. Pinvidik eo buhez sevenadurel ar gêr, heñvel ouzh arvestoù ar gompagnunezh hollvrudet Royal de Luxe.

War lezioù aber al Liger emañ Kêr Naoned, 50 kilometr hepken eus ar Meurvor Atlantel. War lez hanternoz al Liger emañ Erv Breizh (lost Kein Breizh). Plaenoc’h eo an douar war ribl ar c'hreisteiz.

E-pad pell e voe graet "Venezia ar c’hornôg" eus Naoned peogwir e oa treuzet gant adstêrioù al Liger ha gant kanolioù ivez. Kalz inizi a oa etre daou ribl al Liger: Enez Beaulieu, Enez Santez-Anna, Enez Feydeau, Enez Gloriette...

En XXvet kantved, goude 1930, e oa bet peurgarget pe goloet meur a ganol hag adstêr eus al Liger (re ribl an hanternoz dreist-holl). Bremañ eo treuzet meurgêr Naoned gant al Liger, an Erzh, ar Sevr, ar C'hezin hag ar C'hent.

Kumunioù amezek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Banniel Kêr-Naoned

Naunnt ([nɑ̃ːt]), Nâunnt ([nãt], [nɛ̃ʊ̆t]) pe Nantt ([nɑ̃t]) eo hec'h anv e gallaoueg[2], Nantes (/nɑ̃t/ (selaou )) e galleg, Nantas en okitaneg.

  • Dauzat & Rostaing (1963-1978) : Condevincum, IIvet kantved ; urbem Namneticam, Namnetas, VIvet kantved.
  • Jean-Yves Le Moing : Condiouicnon, IIvet kantved, Ptolemaios.
  • Erwan Vallerie : Namnetas, 1453.
Gerdarzh

Diwar anv ar bobl Namnetes / Namneted, staliet war lez hanternoz ar stêr Liger.

En gul e lestr greet en aour, goueliet en erminoù, mordoant war ur mor geotet ; e gab en erminoù.
  • Sturienn : Favet Neptunus eunti ("Ra zougo Neptunus dorn d'ar veajourien")

Amzer ar Gelted kozh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude ma vije bet ar Gelted e Naoned, poblad arvorigat (daveoù mar plij) an Namneted en doa graet e annez tal al Liger. Met ne ouezer ket mat e pelec'h e oant staliet, nemet e oa ur gêrig dezho e-barzh karter ar Bouffay, met e 56 a-raok J.-K e oant bet aloubet gant Julius Caesar, hag anvet e vije bet ar gêr nevez Portus Namnetus. Aesoc'h e oa neuze da Gaesar tagañ ar Veneted p'en deus lakaet listri-brezel da vezañ savet eno. Marteze eo bet Portus Namnetus porzh an Namneted a oa gevell da hini ar Biktoned a zo bet e anv Portus Ratiatus, deuet da vezañ Reudied rak tal riblenn Su al Liger: kavet ez eus bet roudoù savadurioù galian-ha-roman e kreiz ar gêr-se.

En IIIe ha IVe kantved, evel meur a gêrbenn galian-ha-roman, e cheñchas Condevicnum hec'h anv ur wech ouzhpenn. Meur a cheñchamant lec'hanvadur a oa bet e-kerzh ma oa an impalaeriezh roman o vont da get. Gwelet e vez neuze un distro eus kredennoù koshoc'h, a oa dija galianeg. Tamm-ha-tamm e oa bet adkemeret un anv galianek evit ober sin d'ar c'hredennoù.

Naoned a zeuas da vezañ kristen e-kerzh an IIIe kantved. Hag an iliz-veur a zeuas da vezañ "kador-berc'h" an eskopti. Siwazh da-se tagadennoù a voe eus perzh ar Saksoned pe Frizoned, galvet e oant gant poblañs dianav kenañ ar Vagaudiz ha savet e voe neuze mogerioù-difenn evit diwall ar gêr diwarno.

Naoned e Breizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Maered Naoned (dre red an amzer)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eus 1564 da 1791

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gratien Libault (1671)
Gérard Mellier (1720)
Jedouer Maerdi Naoned (1732)
1564 Geoffroi DROUET de Langle Ul lec'h e Koeron eo Langle.
1566 Yves ROCAZ de La Chalonnière Ul lec'h e Reudied eo La Chalonnière.
1568 Mathieu ANDRÉ de Champeaux.
1569 Pierre CORNULIER de la Touche. Ul lec'h e Nozieg eo La Touche.
1570 Jean MORIN de la Marchandrye
1571 Guillaume HAROUIS de la Seilleraye Nac'het en deus sentiñ ouzh an dug de Montpensier da-geñver Lazhadeg Sant Berteleme, ha dre-se en deus gwarezet meur a galvinour e Naoned.
1572 Michel le LOU du Breil
1573 Jacques GRIGNON de la Grignonnaye
1575 Jean BOUTIN de la Cour
1576 Robert POULLAIN de Gesvres
1577 Michel LORIOT du Fief (-Rosti)
1578 François MIRON de Villeneuve

Jeneral war ar C'hontoù Breizh e 1575 ez eo bet ivez.

1580 Antoine BRÉNEZAY de Carcouét Alvokad jeneral ouzh Breujoù ar re Kevredet Naoned e 1593 ez eo bet ivez.
1581 Bonaventure COMPLUDO de Livernière
1583 Claude BROSSARD de la Trocardière Barner war an dorfedoù ez eo bet ivez.
1584 Antoine GRAVOIL de Saint-Michel
1585 Jacques MARQUES de la Branchouère Chuin Naoned e oa bet e 1578.
1586 Jean FRUNEAU de la Noë
1588 Charles HAROUIS de l’Epinay Mab Guillaume HAROUIS, a-us ; toullbac'het e voe gant dug Mercoeur abalamour ma oa diouzh tu ar Roue.
1590 Pierre ANDRÉ du Tertre
1592 Jean l'AUBIER de la Chaussée Mestr meur dourioù ha koadeier Breizh.
1595 Guillaume du BOT de Launay Ul lec'h e Gwerzhav eo Le Launay.
1596 Jean FOURCHÉ de la Courosserie Selaouer ouzh ar C'hontoù e 1572, mestr ar C'hontoù e 1590, ha mestr ar c'hanolieriezh ez eo bet ivez.
1598 Charles HAROUIS de l’Epinay Marteze ar memes hini hag e 1588.
1599 Gabriel HUS de la Bouchetière Teñzorerr ouzh Breujoù Breizh e 1590.
1601 Julien LAURENS de Léraudière
1603 Yves le LOU(P) du Breil Bet mestr ouzh ar C'hontoù e 1586.
1605 Claude CORNULIER de la Touche
1607 Michel LORIOT de la Noue
1609 René CHARETTE de la Bretonniere
1611 Jean BLANCHARD de Lessongère
1613 Louis CHARETTE de la Colinière
1615 Pierre BERNARD de la Turmelière Ivez kadoriad ouzh ar C'hontoù
1617 André MORIN du Bois (d'Estréan)
1619 Alexandre CHARETTE du Pellan
1621 Jacques RAOUL de la Guibourgère Bet dimezet da Yvonne Charette. Deuet da vezañ intañv ec'h eas gant ar relijion hag e teuas war-lerc'h e eontr Michel evel eskob Saintes e 1631, ha treuzkaset da La Rochelle e 1646, e-lec'h ma varvas e 1661.
1623 Louis HAROUIS de la Seilleraye Er bloaz 1626 e voe kadoriad kentañ ouzh ar C'hontoù.
1625 Jean HAROUIS de l’Epinay
1627 René MENARDEAU du Perray
1629 René de la TULLAYE de Belle-lsle E Sant-Donasian emañ La Tullaye.
1631 Guillaume BLANCHARD de la Chapelle Sekretour ar Roue e 1613 ez eo bet ivez.
1633 René BERNARD de la Turmelière
1634 André du BOT de la Grandehaye
1636 René CHARETTE de la Bretonnière
1637 François BOURGOGNE de Vieillecour
1639 Pierre POULLAIN de la Vincendière
1642 Christophe JUCHAULT du Blotereau
1643 François LORIDO du Mesnil Ul lec'h e Legneg eo Le Mesnil ; chuin Naoned e 1666 e voe François Lorido c'hoazh.
1644 Yves de MORIN de la Chalonnière
1647 Jacques BOURGUES de la Jaunays Eilmaer e 1621 ez eo bet ivez.
1648 Mathurin BOUX du Tei
1650 Jean CHARETTE de la Gascherie Ul lec'h e Chapel-Erzh eo La Gascherie.
1652 Claude BIDE de Ranzay Un anv e Sant-Donasian eo Ranzay.
1654 Jean FOURNIER de la Pinsonniére Ul lec'h e Mezansker eo La Pinsonnière.
1657 René de PONTUAL de Tréméreuc Ur barrez en eskopti Sant-Maloù e oa Tremereg.
1659 Jacques HUTEAU des Burons
1661 Jean POULLAIN de la Vincendiére
1662 Louis MACE de la Roche Ul lec'h e Koufeg eo La Roche.
1664 Mathurin GIRAUD de la Bigeotière Ul lec'h en Orvez eo La Bigeotière.
1666 François LORIDO du Mesnil Chuin Naoned e 1643 e oa bet François Lorido c'hoazh.
1668 Jacques CHARETTE de Montbert Ur barrez e oa Monteverzh.
1671 Gratien LIBAULT de la Templerie Ul lec'h e Pont-Marzin e oa La Templerie ; ur Gratien, marteze ar memes hini, a oa bet chuin Naoned e 1655.
1673 Jean REGNIER de la Souchais Meneget eo an anv "La Souchais" e Donez, Felgerieg-Veur, Sant-Filberzh-Deaz, Sant-Mikael-Keveger. Al lec'h resis n'eo ket bet roet gant PPC.
1675 Louis CHARETTE de la Gascherie
1676 Charles-César CHEVALIER du Bois-Chevalier Ul lec'h e Levieg eo Bois-Chevalier.
1679 Jacques FREMONT du Bouffay Ul lec'h e Chapel-Erzh eo Bouffay.
1682 Louis MESNARD du Pavillon Ul lec'h e Maezon-a-Stêr eo Le Pavillon.
1683 Claude BIDE de la Bothinière Ul lec'h e Gwaled eo La Bothinière.
1685 Guillaume de l'ISLE de la Nicollière Ul lec'h e Gwerzhav eo La Nicollière.
1688 Paul CASSARD du Brossay Ul lec'h e Fegerieg eo Le Brossay.
1690 Pierre NOBLET du Villo
1692 ??? BOULONNOIS de Saint-Simon

Eil-maer

En argant e dreustell en gul, heuliet ouzh kab gant ur voul leinet gant teir c'hraoñenn hag ouzh beg gant ul leon, an holl en sabel.
1693 Julien PROUST du Port-la-Vigne Ul lec'h e Kervegon eo Port-la-Vigne / Portlavigne.
1708 Joseph le ROULX de la Ville Ul lec'h e Kelenneg-ar-Mewan eo La Ville.
1716 André BOUSSINEAU de la Patissière Ul lec'h e Sant-Ervlan eo La Patissière.
1720 Gérard MELLIER Genidik eus Lyon, Gérard Mellier a oa bet jeneral ar C'hontoù e 1702, ha marc'heg Sant-Lazar. Dimezet e oa gant Renée Tarail.
1730 René le RAY du Fumet Bez' ez eus ul lec'h anvet "Le Fumet" e Villeneuve-en-Retz, hervez GoogleEarth.
1732 Jean-François VEDIER de la Ville-Olivier Bez' ez eus tri lec'h e Breizh a zo anvet la Ville-Olivier : Magoerioù-ar-C'houenon, Gwezhennoù, Krugell.
1735 René DARQUISTADE de la Maillardière Ul lec'h e Gwerzhav eo La Maillardière ; René Darquistade / d'Arquistade a oa bet ivez chuin Naoned e 1718, ha goude-se sekretour ar Roue ; noblet eo bet dre lizheroù 1743.
1736 Claude PETIT de la Bauche. Ul lec'h e Kervegon eo La Bauche.
1738 François MORICAUD de la Haye E keñveroù Gwerzhav e oa La Haye war a seblant.
1740 René DARQUISTADE de la Maillardière Evit an eil gwech. Gwelout a-us, 1735.
1747 François Pierre du ROCHER Ar familh-se a oa aotrounez Vauguérin e Sant-Albin-ar-C'hestell ha Rouvré e Ruzieg.
1748 Mathurin BELLABRE du Tellement Chuin Naoned e voe e 1714, sekretour ar Roue e 1730, kent mont da vaer Naoned.
1751 ? SARREBOURSE Eil maer Naoned. Marteze Philippe-Sebastien Sarrebourse d'Audeville, jeneral war an Arc'hant e 1785
1754 Jean-Baptiste GELLEE de Prémion Ul lec'h e Kordevez eo Les Prémions.
1762 Léonard JOUBERT du Collet Ul lec'h e Bourg-des-Moutiers eo Le Collet ; ar familh-se a oa genidik eus Nervouster, met staliet e oa ivez e Breizh, e Porzh-Pêr.
1766 François LIBAULT Sekretour ar Roue e 1753 ez eo bet ivez.
1770 Philippe-Vincent ROGER de la Mouchetière Ul lec'h e Sant-Koulman eo La Mouchetière ; Philippe-Vincent Roger de la Mouchetière a oa bet letanant-jeneral amiraliezh e 1762 ha koronal milis ar vourc'hizien kent mont da vaer Naoned.
1772 Pierre de la VILLE de Chambardet
1776 Jean-Baptiste GELLEE de Prémion Gwelout a-us, 1754
1782 Jean-Jacques BERROUETTE
1786 Georges GUERIN de Beaumont
1787 Pierre RICHARD de la Pervenchère Ul lec'h e Kazon eo La Pervenchère ; Pierre Richard de la Pervenchère zo bet ivez sekretour ar Roue, ha tad ur c'huzulier ar Stad
1789 Christophe-Clair DANIEL de Kervégan Ul lec'h e Botoha eo Kervegan ; Christophe-Clair Daniel de Kervégan (†1817) a oa bet ivez pennbarner-koñsul Naoned e 1774, kent mont da vaer Naoned.
1791 Pierre-Guillaume-Hervé GIRAUD du Plessis Kannad senesaliezh Naoned ouzh ar Stadoù e 1789 ez eo bet ivez, kent mont da vaer Naoned.

Chuined Naoned (dre red an amzer)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
1564 Etienne Le Boucher En argant e deir balmezenn c'heotet; an div ouzh kab kein ouzh kein
1575 ? Simon En sabel e leon en argant, krabanet ha teodet en gul
1587 ? Luzeau En glazur e vlourdilizenn en argant, heuliet ouzh kab gant div vrizhenn erminig ivez en argant
1600 ? Simon En sabel e leon en argant, krabanet ha teodet en gul
1612 ? Bourgogne de Vieillecour Troc'het etre aour hag arc'hant; e ezev en glazur heuliet gant peder rozenn ivez en glazur, 2, 2.
1612 Michel Ragaud En glazur e greskenn en aour
1617 ??? Antoine Guibourg Hag a zo bet ivez pennc'hrefier ouzh ar C'hontoù e 1597.
1647 ? Léonard de la Rablaye En glazur e leon en argant, krabanet ha teodet en gul
1652 Jean Le Haste En argant e deir moualc'henn en gul
1655 Gratien Libault En argant e c'hwec'h flourdilizenn en gul, 3, 2, 1; a gab ivez en gul karget gant tri houarn goaf en argant, begoù ouzh kab
1664 ? Olivier En argant e wezenn-olivez c'heotet, war ur savenn ivez en geot
1666 ? Valleton En aour e c'halon en gul, heuliet ouzh kab gant ur rozenn ivez en gul, hag ouzh beg gant ur c'hreskenn en glazur
1675 ? Merlet En aour e leonerez en glazur
1676 ? Perrault En gul e dreustell en aour karget gant un erez dispak en sabel, hag heuliet gant teir lankell en aour
1680 ? Danguy En argant e wezenn-bin diwriziet c'heotet, hebiaet gant div vrizhenn erminig en sabel
1682 ? Liger, pe Léger En gul e sourin goñchek en aour, heuliet gant teir groazigan en arc'hant
1686 ? Fresneau En argant e onnenn diwriziek c'heotet, hebiaet gant div steredenn en glazur
1692 ? Bazillays En sabel e bas mulez en argant
1692 ? Bruneau En glazur e zri erezan treustellet en aour, leinet gant ur steredenn ivez en aour
1761 ? Le Beau En glazur e heol en aour

(war ar stern)

Tud bet ganet eno

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Soudarded vreizhat bet fuzuilhet gant al lu gall e-pad ar Brezel-bed kentañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pevar milour bet ganet e Naoned a voe fuzuilhet gant al lu gall e-pad ar Brezel-bed kentañ :

  • Jules Allard, soudard en 62vet rujumant war-droad, fuzuilhet d'an 13 a viz C'hwevrer 1917 e Verdun, da 24 bloaz, tamallet dezhañ bezañ "dizertet en diabarzh"[3] ;
  • Louis Julien Le Madec (10 a viz Meurzh 1886), soudard er 65vet rujumant war-droad, fuzuilhet pe lazhet gant un ofiser d'ar 16 a viz Here 1914 en Englebelmer (meneget eo war ar mortuaj: «indigne» (dizellezeg)[4]);
  • Louis Longuetaud (12 a viz Gwengolo 1889 -14 a viz Meurzh 1915 e Bourg-et-Comin), soudard en 249vet rujumant war-droad, fuzuilhet evit «feulster ha gourdrouz ouzh unan a-us»[5];
  • Jean Michel Suraud, soudard, fuzuilhet d'ar 7 a viz Gwengolo 1916, da 34 bloaz.

Arzourien bet awenet gant Naoned

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Livourien: Louis Garneray, Charles Leduc, Robert Micheau-Vernez, Nicolas Ozanne, William Parrott, Jean-François Sablet, Joseph Mallord William Turner

Tud bet marvet eno

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ardamezeg ar familhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Jean l'Aubier, pe Laubier, maer Naoned e 1591
En argant e deir grilh en sabel o dornelloù bouklet ivez en sabel.
? d'Avaugour, aotrounez Port-Durand e Sant-Donasian
En argant e gab en gul.
? d'Avignon, Davaignon
En gul e lammell heuliet ouzh kab gant ur bezantenn, ouzh lezioù hag ouzh beg gant teir c'hregilhenn, an holl en argant.
François, sekretour an dug e 1475 ; Pierre, tailhanter Naoned e 1533 ; Artur, galvet ouzh an eil-bann Naoned e 1543
? Bachelier du Pinier, chuin Naoned e 1654
En argant e binenn en geot war ur savenn ivez en geot.
Josselin Barbechat, arc'hdiagon Naoned e 1239
Ul leonparzh heuliet gant c'hwec'h groazigan , 3, 3.
Laurent Barbot, alvokad ar Roue ouzh prezidial Naoned e 1669
En glazur e groaz en argant heuliet gant pevar leonig en aour, unan ouzh pep konk.
? Barillier, chuin Naoned e 1598
En glazur e gebrenn en aour, heuliet ouzh kab gant div galon ivez en aour hag ouzh beg gant ur greskenn en argant.
? Barillon de Bonnefons, aotrounez Plessis-Tizon, e Sant-Donasian
En gul e deir barrikenn en aour kelc'hiet en sabel.
? Baron; genidik eus Naoned ; un alvokad ouzh Breujoù Breizh, bet ganet e 1738, ha noblet e 1815
En glazur e zri levr digor en aour.
Jacques Barrieu, kuzulier ouzh amiraliezh Noaned e 1696
En argant e gebrenn en gul heuliet ouzh kab gant div steredenn ivez en gul hag ouzh beg gant un erez en sabel.
? Bascher, koronal, provost lez Naoned, bet noblet e 1818.
En argant e groaz vleuñvellek geotet karget gant ur c'hleze en aour peuliek, teir fempdelienn en glazur ouzh konkoù 1 & 4, un dervenn c'heotet diframmet ouzh konkoù 2 ha 3.
Louis Baudouin, chuin Naoned e (?)
En gul e groaz pavek en aour
Claude Bazin de Bezons, priol Pirmil e 1683
En glazur e deir gurunenn dug en aour
  • Guillaume de Beaune, jeneral war an Argant, ha goude se mestr ouzh ar C'hontoù, e 1492;
  • Jacques de Beaune, jeneral war an Argant, laket d'ar marv e 1527;
  • Guillaume de Beaune, jeneral war an Argant, forbannet e 1527
  • Martin de Beaune, mestr ouzh ar C'hontoù e 1555, hag abbad Saint-Jean-des-Prés e 1565.
En gul e gebrenn en argant, heuliet gant tri bezantenn en aour
Pierre Bellot, chuin Naoned e 1698
En argant e baun rodellant en geot heuliet gant ur vrizhenn erminig en sabel ouzh pep konk.
Pierre Billy, chuin Naoned e 1570
En aour e groaz divouedet en glazur
Etienne Boislève, chuin Naoned e 1577
En argant e deir rozenn en gul; e gab en glazur karget gant tri lammell en aour
André Boussineau, chuin Naoned e 1628
En glazur e deir bellen en aour kelc'hiek en sabel
Olivier du Breil, chuin Naoned e 1624
En glazur e leon en argant, krabanet, teodet, ha kurunet en gul; heuliet gant teir c'hregilhenn en argant
Guillaume Bretagne, chuin Naoned e 1568; en eus skoazellet maer Naoned a-enep ar Saint-Barthelemy hag en eus diwallet ar Galvinisted Naoned e 1572.
Christophe Bretagne, selaouer ouzh Kambr ar C'hontoù Breuzh e 1641
En argant e deir c'hreskenn en glazur war o eneb, ur vrizhenn erminig en sabel ouzh kondon
Burot : daou chuin Naoned, e 1659 ha 1703
En argant e zri fenn bleiz en sabel
Claude Caillaud : chuin Naoned e 1630
En glazur e gebrenn dentek, heuliet ouzh kab gant teir steredenn hag ouzh beg gant ur greskenn, an holl en argant; ur koail en aour etre brec'hennoù ar greskenn
René Cailleau, chuin Naoned e 1636
En glazur e dreustell en argant, heuliet ouzh kab gant ur manal en aour, hag ouzh beg gant div steredenn ivez en aour
Pierre du Cassia : chuin Naoned e 1673
Tredeet ha peuliek : ouzh 1 ha 2, peuliek etre glazur hag argant a beder pezh, karget ouzh kab gant div steredenn hag ouzh dreustell gant div c'hregilhenn, an eil en egile; ouzh 3 en aour e sourin en glazur heuliet gant div rozenn en gul skoret ha deliaouet en geot
Michel Couperie, chuin Naoned e 1616
En glazur e dreustell en argant karget gant teir rozenn en gwad, hag heuliet ouzh kab gant div steredenn en aour hag ouzh beg gant ur greskenn en argant
Christophe-Clair Daniel : pennbarner-konsul Naoned e 1774 ; maer Naoned e 1789 ; aet da Anaon e 1817.
En gul e lammell en aour, heuliet ouzh kab hag ouzh beg gant ur bezantenn iverz en aour.
Guillaume Drouet de Langle, kentañ maer Naoned, eus 1564 da 1566
En gul e deir c'halon en aour, ur rozenn ivez en aour ouzh kondon
de la Fay de la Grignonnaye,
  • ur chuin (???) Naoned e 1661
  • Jean, rener kevrenn medisinerezh skol-veur Naoned e 1696
En argant e dreustell en gul karget gant teir daerenn en argant, hag heuliet ouzh kab gant ur skeudenn-heol hag ouzh beg gant un tan, an holl en gul.
??? Forget, daou chuin Naoned, unan e 1688, egile e 1716
En aour e annev en sabel, leinet gant tri helm ivez en sabel
Aubin de la Gendronière, chuin Naoned e 1690
En glazur e c'hrennbalefarzh en aour
???
Guillaume Gougeon, chuin Naoned ha selaouer ouzh Kambr ar C'hontoù Breizh e 1569
Mathurin Guiho, prokulor jeneral sindik kumuniezh Naoned e 1607
En gul e gab en argant karget gant teir brizhenn erminig en sabel
??? Guilloré, chuin Naoned e 1672
En aour e erez en sabel
Jean Guiton, chuin Naoned e 1631
En aour e e ziv vezenn-pin c'heotet karget gant avaloù en aour
Christophe Jouault, tailhanter war an temzoù-boued ouzh amiraliezh Naoned e 1696
En argant e wezenn-derv c'heotet heuliet gant tri joskenn moc'h-gouez en sabel; e gab en gwad skoret en aour, karget gant teir steredenn ivez en aour.
François de Kermenguy, alouer Naoned e 1538 (bet ivez kuzulier ouzh Grands-Jours ha prezidant ouzh ar C'hontoù)
En aour e gelenenn c'heotet diwriziet ha dizeliennet.
Guillaume de l'Isle, maer Naoned e 1685.
En gul e zek kanochenn en aour, 4, 3, 2, 1.
? Mabille : eil-maer Naoned e 1687.
En glazur e zri skoed en argant, pep hini karget gant teir brizhenn en sabel.
Charles Maillard : chuin Naoned e 1614
François Le Marié, chuin Naoned e 1601, eil-maer e 1603
En glazur, e levranez savant en argant, gwakoliet en aour, hag heuliet gant teir bezantenn ivez en aour.
Jean Martin de la Thomassière, chuin Naoned e 1565
En aour e deir talbennan en gul treustellet, heuliet ouzh kab gant ur rodig-kentr ivez en gul
? Le Mercier, chuin Naoned e 1575
En glazur e gebrenn en argant, heuliet ouzh kab gant div steredenn hag ouzh beg gant ur c'halon, an holl en aour
? Michel, kenwerzher Naoned, bet noblet e 1747.
En glazur e dreustell en aour karget gant ur galon en gul, ha heuliet gant teir melchonenn en aour.
Bernard de Monti, mestr ouzh Kambr ar C'hontoù Breizh e 1572, ha chuin Naoned e 1573.
En glazur e sourin en aour, heuliet gant daou venez a c'hwec'h tamm ivez en aour.
Nicolas Paulus, senesal rigerioù Naoned e 1696
En sabel e gebrenn en argant, heuliet gant teir manal en aour
Jean Sorin, kuzulier mirour-siell ouzh prezidial Naoned e 1669
En argant, e beder vrizhenn erminig en sabel, 3, 1 (Ardamezeg 1696)
de Volvire
Aotrounez Ponts-de-Pirmil
Goudreustellet a zek pezh etre aour ha gul
Panell mont-tre nevez-staliet e Naoned - Ober 1 ar garta Ya d'ar brezhoneg votet gant kuzul-kêr Naoned.

Klasoù divyezhek a zo eno abaoe 1981.

E 1985 e voe krouet ar gevredigezh Kentelioù an Noz e Naoned, evit ober war-dro ar c'helenn brezhoneg d'an dud deuet, gant Gweltaz Adeux, Roland Mogn ha Gwenola Rossinyol. En deiz a hiziv eo oberiant ar gevredigezh-se e seizh karter ag ar gêr, gant kentelioù hag obererezhioù liesseurt.

Ur skol Diwan a zo e Naoned, unan eus ar re vrasañ e Breizh, 180 bugel a zo er skol (niver distro-skol 2012-2013). Un eil skol Diwan a zo bet krouet e su Naoned. Digoret eo bet en distro-skol 2012 gant 6 bugel.

E distro-skol Gwengolo 2024 e oa 489 skoliad enskrivet er skolioù Diwan hag er c'hlasoù divyezhek (1,6 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[6]

Ur skolaj Diwan a zo bet krouet e 2008 e Sant-Ervlan, sko ouzh Naoned, evit bugale al Liger-Atlantel met ivez evit re all ho tont eus skol Diwan Pariz. 48 skolajiad a zo enskrivet e 2012-2013.

Ur sturlevr divyezhek diwar-benn Naoned a zo bet embannet e 2006 gant Yoran Embanner. Ar rakskrid a zo bet graet gant an istorour Armel de Wismes. An oberer - an Naonedad Pierre-Emmanuel Marais - en deus skrivet "Ronan ar c'horrigan" e 2007 (Keit Vimp Bev). Resevet en deus al levrig-mañ an eil priz evit ar genstrivadeg "Priz ar Vugale 2008".

Evit difenn ar brezhoneg ez eus bet graet ur fest-deiz gant Ai'ta!, tre e-kreiz Kastell an Duged, e Naoned.

D'an 21 Kerzu 2007 e oa bet staliet panelloù mont-tre divyezhek e Naoned.

D'ar 24 Kerzu 2007 e oa distro ar brezhoneg ouzh ar skramm e Naoned, 4 bloavezh goude bezañ lamet an abadennoù brezhoneg gant renerien Frañs 3. War ar chadenn lec'hel Telenantes e oa skignet ar sitkom kentañ bet graet e brezhoneg.

D’ar 27 a viz Genver 2012 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.

D'an 10 Meurzh 2021 e oa bet roet ar c'hentañ levrig familh brezhonek gant ti-kêr Naoned.

Emdroadur ar boblañs

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

[7]

Kambr Kenwerzh ha Greanterezh Naoned / Sant-Nazer zo e Naoned. Eno emañ ivez KKR Broioù al Liger.

Tour Breizh.

N'eo ket bev porzh Naoned ken. E 2005 e oa tremenet 35,5 milion a donennoù e Porzh Emren Naoned / Sant-Nazer met nemet 10% anezho a oa bet e Naoned da lavaret pe e Chevire (produioù koad) pe Ar Roc'h-Morvan (ed). Er porzh emren e tremen ivez lodennoù eus an A380 a ya da Vourdel.

Ar stal boued-mir bet savet gant Charles Cassegrain a oa bet krouet e 1856 e Naoned. Unan eus politkourien veur Naoned eo bet Léopold Cassegrain.

Emañ Naoned war al linenn hent-houarn a ya eus Paris d'ar Groazig. Ac'haleno e c'haller mont ivez da :

N'eus linenn ebet etre Naoned ha Roazhon.

Ur rouedad tramgirri a oa bet e Naoned etre 1876 ha 1958. Roet e oa lañs dezhañ e 1876 gant Louis Mékarski, ar mekanikoù a yae en-dro gant aer moustret. E 1914 e teue da vezañ melen ar girri, ha gant tredan e yeont en-dro. Dilezet e oa an tramgarr e 1958 betek miz Genver 1985 pa oa savet ul linenn etre Bellevue ha La Haluchère. D'an 2 a viz Gwengolo 2000 e oa astennet al linenn 1 ha digoret al linenn 3 etre Plaissance ha Hôtel Dieu.

Ne oa ket dibabet ar metro gant ti-kêr Naoned, pa oa bet gant Roazhon, kêr vihanoc'h anezhi.

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Roet eo bet al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor dezhi.

Iliz-Veur Sant Pêr ha Sant Paol

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Diavaez
Diabarzh

Penniliz Sant Nikolaz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Diavaez
Diabarzh

Iliz ar Groaz Santel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Iliz Sant Kler

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kastell an Duged

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Diavaez
Diabarzh

Evel pep meurgêr he deus Naoned kalz mirdioù disheñvel, testoù e c'hlad hag e istor pinvidik :

Liorzhoù ha parkoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

100 liorzh a zo e Naoned, en o zouez 11 park, evel Park Procé, Park ar Blottereau, Park ar Gaudinière, al Liorzh botanek...

Bezioù ar C'hommonwealth e beredoù ar gumun

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bezioù ar C'hommonwealth e bered La Bouteillerie
Bro Niver a dud
Banniel Kanada Kanada 1 (Tirlu)
Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet 27 (Merdeadurezh kenwerzh: 3, Morlu:1, Tirlu:23)
Hollad 28

Marvet int e-kerzh ar Brezel-bed kentañ[8].

Bezioù ar C'hommonwealth e bered Pont-du-Cens
Bro Niver a soudarded
Banniel Aostralia Aostralia 4
Banniel Kanada Kanada 6
Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet 92 Aerlu:77
Tirlu: 15
Zeland-Nevez 4
Hollad 106

Marvet int e-kerzh an Eil Brezel-bed[9] .

Marc'hhouarnerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tro Bro-C'hall

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En eil rummad e c'hoari Hermine de Nantes.

E-touez gwellañ skipailhoù Bro-C'hall emañ HBC Nantes.

En trede rummad e c'hoari ar Stade Nantais.

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù etrebroadel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kêrioù gevellet
Emglevioù

Koñsuldioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Teir c'hoñsuliezh hollek a zo e Naoned : Tunizia staliet straed Boileau, Turkia kae François Mitterrand, hag Aljeria straed ar jeneral Buat.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Naoned er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Adolphe Joanne : Géographie du département de Loire-Inférieure. Librairie Hachette et Cie. 1884
  • Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]