Mont d’an endalc’had

Agadir

Eus Wikipedia
Gwel eus Agadir, gant ar porzh hag an traezh

Agadir (ⴰⴳⴰⴷⵉⵔ e tamazight ; اگادير en arabeg Maroko) zo ur gêr eus Maroko, e mervent ar vro. Emañ war ribl ar Mor Atlantel, e rannvro Souss-Massa-Draa. Poblet eo gant war-dro 200 000 a dud.

Un drevadenn bortugalat a voe savet en Agadir e deroù ar XVIvet kantved. D'an 29 a viz C'hwevrer 1960 e voe distrujet ul lodenn vras eus kêr gant ur c'hren-douar : war-dro 15 000 den a voe lazhet. Adsavet e voe hag abaoe dreist-holl eo deuet da vezañ ur greizenn vras a douristerezh e-pad ar goañv. Dont a ra di touristed e-leizh dre garr-nij, tud eus Europa dreist-holl.