Ruzieg
Ruzieg | ||
---|---|---|
Ar maerdi. | ||
![]() | ||
Bro istorel | Bro-Naoned | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Liger-Atlantel | |
Arondisamant | Kastell-Briant-Ankiniz | |
Kanton | Ruzieg (pennlec'h) betek 2015, Kastell-Briant abaoe 2015 | |
Kod kumun | 44146 | |
Kod post | 44660 | |
Maer Amzer gefridi | Jean-Michel Duclos 2020-2026 | |
Etrekumuniezh | Kumuniezh kumunioù Kastell-Briant - Derwal | |
Bro velestradurel | Bro Kastell-Briant | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 2 156 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 38 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 74 m bihanañ 39 m — brasañ 109 m | |
Gorread | 56,32 km² | |
kemmañ ![]() |
Ur gumun eus Breizh eo Ruzieg[2] (Rougë e gallaoueg, Rougé e galleg), e Bro-Naoned, e departamant al Liger-Atlantel. Pennlec'h kanton Ruzieg, diskaret e 2015, eo bet.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ruzieg a zo ur gumun er gwalarn da Gastell-Briant. Ar c'humunioù amezeg a zo Soulvac'h, Ferreg, Noal-ar-Bruz, Kastell-Briant, Saoudan ha Ruzinieg evit al Liger-Atlantel, ha Tilheg evit an Il-ha-Gwilen.
Treuzet eo ar gumun gant ar stêr Bruz.
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Erwan Vallerie ː Rubiacensis condita, IXvet kantved ; Rugiacum, XIIvet kantved.
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En gul, e groaz divouedet pavek en aour ; aozer : Ao. Loeiz Renaud ; brizhenn ardamezioù tiegezh a Rougé.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Douar-dalc'h orin marc'htierned Ruzieg e oa. Gwechall e oa ur c'hastell a-us kêr el lec'h m'emañ an iliz Pêr ha Paol hiziv, met e 1173 e voe distrujet ar c'hastell kentañ gant goprsoudarded a Vrabant a oa dindan veli roue Bro-Saoz.
- Teir barrenn vras a oa e dalc'h aotrouien Ruzieg : Ruzieg-e-Ruzieg, Ruzieg-e-Tourig ha Ruzieg-en-Tilh. Diwar an div varrenn ziwezhañ-mañ e voe savet, gant an amzer, beskontelezh Tourig ha kastellaniezh an Tilh.
- War c'hwec'h parrez en em astenne barrenn Ruzieg-e-Ruzieg e 1560 : Ruzieg, Ruzinieg, Lalleu-Saint-Jouin ("Douar-kuit Sant Jouan"), Herzieg-Mez, Soulvac'h ha Sant-Yann Vere[3]
- Ledanoc'h c'hoazh e oa beli aotrouien Ruzieg e gwirionez, p'o deveze ar gwir a reizh betek an Tilh, Tourig ha Pereg diouzh un tu, betek Sant-Albin-ar-C'hestell ha Sant-Visant-al-Lann diouzh an tu all.
- Ar Goadeg Nevez, ur vilin-avel e Ruzieg ha hini Ruzinieg a oa e dalc'h an aotrouien ouzhpenn da gastelloù Ruzieg ha Soulvac'h.
Kalz gwizien a oa dindan beli aotrouien Ruzieg.
Tiegezhioù brudet a voe perc'henn war gastelliezh Ruzieg :
- tiegezh Ruzieg
- tiegezh Kastell-Geron
- tiegezh Reoz
- tiegezh Laval
- tiegezh Montmorency
- tiegezh Bourbon-Condé
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Krouet e voe kumun Ruzieg e 1790 diwar ar barrez katolik. Lakaet e voe da benn Kanton Ruzieg hag e Bann Kastell-Briant. E 1800 e voe lakaet en Arondisamant Kastell-Briant[4].
- E 1793 e voe lazhet person touer ar barrez gant an emsavidi[5].
- D’ar 14 a viz Even 1794 tro 3 eur beure e voe pilet ur bagad Chouaned e Koad Ruzieg gand soudarded republikan an adjudant-jeneral Decaen[6].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mervel a reas 127 gwaz ag ar gumun abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 4,83 % eus he foblañs e 1911[7].
Eil brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mervel a reas daouzek den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[8].
Trevadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brezel Indez-Sina: mervel a reas ur milour ag ar gumun e miz Gouhere 1954 en Ho Xuan er Viêtnam hervez monumant ar re varv, serjant e oa en 2vet Batailhon Thai[9].
- Brezel Aljeria: mervel a reas daou vilour eus ar gumun hervez monumant ar re varv[10].
XXIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Lakaet e voe ar gumun e Kanton Kastell-Briant pa voe diskaret Kanton Ruzieg e 2014[11].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Monumant ar re varv, luc’hskeudennoù[12],[13] ha kartenn-bost[14]. Dioueliet e voe d’ar 25 a viz Ebrel 1925[15].
- Plakenn ar re varv en iliz katolik, luc’hskeudenn[16].
- Daou beulvan[17].
- Seizh melin[18].
Manerioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Maner Chamballan, luc’hskeudenn[21].
- Maner L'Orgeraie, XVIvet kantved, luc’hskeudenn[22].
- Maner Beauvais, XVIvet kantved, luc’hskeudenn[23].
- Lojeiz La Noë[24].
Armerzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E La Guérivais e oa ur vengleuz maen-glas[25].
- E La Minière e veze tennet houarn eus dindan an douar, luc’hskeudennoù[26].
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Ruvieg, e Geriadur Hemon, 1978, 1993. Tennet eo bet ar stumm-mañ eus embannadurioù diwezhañ Geriadur Hemon-Huon, evit lakaat «Ruzieg», hervez erbed Ofis ar Brezhoneg.
- ↑ Dielloù Breujoù Breizh, 13 marilh an editoù, 119.
- ↑ (fr)Cassini - EHESS - Fichenn kumun Ruzieg
- ↑ (fr)infobretagne.com
- ↑ (fr)Tanneguy Lehideux, Combats d'un Chouan, Terrien cœur de lion, La Crèche : Geste éditions, pajenn 444 (ISBN 978-2-84561-509-0)
- ↑ (fr)Les soldats de Loire Inférieure - Monumant ar re varv
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr) Décret n° 2014-243 du 25 février 2014 portant délimitation des cantons dans le département de la Loire-Atlantique
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr) Memorial Genweb
- ↑ (fr) Memorial Genweb
- ↑ (fr)Université de Lille
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)infobretagne.com
- ↑ (fr)infobretagne.com
- ↑ (fr)Clochers de France
- ↑ (fr)infobretagne.com
- ↑ (fr)infobretagne.com
- ↑ (fr)infobretagne.com
- ↑ (fr)infobretagne.com
- ↑ (fr)infobretagne.com
- ↑ (fr)infobretagne.com
- ↑ (fr)infobretagne.com