Kumuniezh kumunioù Kastell-Briant - Derwal
Mont d’ar merdeerezh
Mont d’ar c’hlask
Kumuniezh kumunioù Kastell-Briant - Derwal | |
---|---|
Anv gallek (ofisiel) | communauté de communes Châteaubriant-Derval |
Melestradurezh | |
Stad | ![]() |
Rannvro | Broioù al Liger |
Departamant(où) | Liger-Atlantel |
Bro velestradurel | Bro Kastell-Briant |
Furm | kumuniezh kumunioù |
Sez | Kastell-Briant |
Deiziad krouidigezh | 1 Gen 2017 |
Kod RAKEM | 200072726 |
Prezidant Amzer gefridi |
Alain Hunault 2017-2020 |
Poblañsouriezh | |
Poblañs | 44 124 ann. (2014)[1] |
Stankter | 50 ann./km² |
Douaroniezh | |
Niver kumunioù | 26 |
Gorread | 877,7 km² |
Lec'hiadur en departamant | |
![]() | |
Lec'hienn web | https://www.cc-chateaubriant-derval.fr/ |
kemmañ ![]() |
Kumuniezh kumunioù Kastell-Briant - Derwal[2] (communauté de communes Châteaubriant-Derval e galleg) a zo anezhi ur gumuniezh kumunioù savet d'ar 1añ a viz Genver 2017 etre kumunioù eus Frañs, e departamant Liger-Atlantel, e Breizh.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Krouet e voe ar gumuniezh diwar bodañ kumuniezh kumunioù Kastell-Briant ha kumuniezh kumunioù Bro Derwal[3].
Kumunioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
D'ar 1añ a viz Genver 2017 ez ae 26 kumun d'ober ar gumuniezh kumunioù:
- Arwerneg-Veur
- Arwerneg-Vihan
- Chapel-Glenn
- Derwal
- Ervoreg
- Ferreg
- Hentieg
- Hezin-ar-Mengleuzioù
- Izeg
- Kastell-Briant (sez)
- Kerbod
- Lanvoe
- Lufer
- Luzevieg
- Maezon-ar-Stêr
- Marzheg
- Melereg-Breizh
- Noal-ar-Bruz
- Ruzieg
- Ruzinieg
- Sant-Albin-ar-C'hestell
- Sant-Juluan-Gouwent
- Sant-Visant-al-Lann
- Saoudan
- Soulvac'h
- Yaoueneg-ar-Mousterioù