Maurice Garin
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Maurice Garin a oa ur reder war varc'h-houarn, bet ganet d'an 3 a viz Meurzh 1871 en Arvier, ur gumun italian eus Traoñienn Aosta. Broadet e oa bet gall.
Gounezet e oa bet kentañ Tro Bro-C'hall gantañ e 1903.
Ne oa ket bet kanet ar memes oferenn e 1904. Erruet e oa e Pariz renket da gentañ ur wech ouzhpenn met divarrekaet e oa bet 29 reder abalamour da druchoù, ar pevar reder kentañ hag an holl c'hounideien tennad-hent en o zouez. Astalet e oa bet Maurice Garin e-pad daou vloaz.
Aet e oa da Anaon d'an 19 a viz C'hwevrer 1957 e Lens (Pas-de-Calais).