Jacques Vaché
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Frañs |
| Anv e yezh-vamm an den | Jacques Vaché |
| Anv-bihan | Jacques |
| Deiziad ganedigezh | 7 Gwengolo 1895 |
| Lec'h ganedigezh | An Oriant |
| Deiziad ar marv | 6 Genver 1919 |
| Lec'h ar marv | Naoned |
| Doare mervel | emlazh |
| Abeg ar marv | drug overdose |
| Yezh vamm | galleg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
| Yezh implijet dre skrid | galleg |
| Micher | skrivagner, barzh |
| Bet war ar studi e | lycée Georges-Clemenceau |
| Brezel | Brezel-bed kentañ |
| Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Jacques Vaché (7 a viz Gwengolo 1895 en Oriant- 6 a viz Genver 1919 e Naoned), a oa ur skrivagner gallek ha gwelet eo evel unan eus ar re a levezonas luskadoù evel dada hag an dreistgwirvoudelezh.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Etre 1909 ha 1912 e studias e Grand Lycée (lise Clemenceau hiziv an deiz) e Naoned. E 1913 e tapas kaout e vachelouriezh hag ec'h enskrivas e Skol arzoù-kaer Naoned. E miz C'hwevrer 1913 e voe embannet ar gelaouenn lennegezh En route mauvaise troupe, savet gant Jean Sarment, Eugène Hublet, Pierre Bissérié ha Vaché. Reuz a voe peogwir e oa ur pennad eneparme er gelaouenn. Etre 1913 ha 1914 e reas war-dro ar gelaouenn anvet Le Canard Sauvage (peder niverenn en holl). E Naoned eo e reas anaoudegezh gant Gant André Breton. Hemañ a lavaras diwar-benn Jacques Vache e oa « un den yaouank faro ha ruz e vlev » (tennet eus « Les pas perdus“). E-pad an hañv 1914 ez eas da welout e gendirvi e Londrez, ha galvet e voe da vont d'an arme. Enluet e voe e 19vet rejimant troadeien e Brest d'ar 15 a viz Kerzu 1914. D'ar 25 a viz Gwengolo 1915 e voe gloazet e Mesnils les Hurlus. D'ar 24 a viz Even 1917 ez eas Vaché betek Pariz da welout André Breton. An devezh kentañ ma veze c'hoariet ar pezh-c'hoari Les Mamelles de Tirésias, gant Guillaume Apollinaire, e oa. Met ken hegaset e voe Vaché gant ar pezh-c'hoari ken e kinnigas tennañ war an arvesterien. E fin miz Meurzh 1918 e voe gloazet en-dro. War-lerc’h ne chomas eus ar barzh dandy nemet un nebeud lizhiri-brezel, ken skoet e oa bet gant an darvoud kriz-se. Embannet e voent gant Breton. Etre kreiz miz Du ha dibenn miz Kerzu 1918 e veajas e Belgia hag en Alamagn, ha da vare Nedeleg e tistroas da Naoned. Mervel a reas Jacques Vaché e kambr 34 e leti Bro-C’hall, plasenn Graslin e Naoned, peogwir en doa tapet re a opiom. Hiziv e vez sellet ouzh Vaché evel an hini en deus roet lañs d’al luskad dada, abalamour d’e fent du, d’e emzalc’h distag diouzh red ar vuhez.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jean Sarment, Jean-Jacques de Nantes, Pariz, Plon, 1922
- Jacques Vaché et le groupe de Nantes gant Michel Carassou, Pariz, Embannadurio* Jean-Michel Place, Bibliothèque Mélusine, 1986, 255 p. (ISBN 2-85893-072-4) gant, en apañdis, Lizheroù-brezel
- Jean Sarment, Cavalcadour, Pariz, J.-C. Simoën, 1977, romanr alc'hwez diwar-benn strollad Naoned
- L'imprononçable jour de sa mort - Jacques Vaché, janvier 1919 gant Georges Sebbag, Pariz, Embannadurioù Jean-Michel Place, Entre deux jours, 1990, (ISBN 2-85893-116-X)
- André Breton gant Mark Polizzotti, Gallimard, 1995, p.100.
- Stéphane Pajot, La Mort de Jacques Vaché, embannadurioù D'Orbestier, 2002.