Levieg
Levieg | ||
---|---|---|
![]() An ti-kêr. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Legé | |
Bro istorel | Naoned | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Liger-Atlantel | |
Arondisamant | Naoned | |
Kanton | Levieg (pennlec'h) betek 2015, Sant-Filberzh-Deaz abaoe 2015 | |
Kod kumun | 44081 | |
Kod post | 44650 | |
Maer Amzer gefridi | Thierry Grassineau 2020-2026 | |
Etrekumuniezh | Kumuniezh kumunioù Su Raez Atlantel | |
Bro velestradurel | Bro Machikoul hag al Lon | |
Lec'hienn web | www.ville-lege44.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 4 633 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 73 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 74 m bihanañ 18 m — brasañ 94 m | |
Gorread | 63,32 km² | |
kemmañ ![]() |
Levieg a zo ur gumun eus Breizh, e Liger-Atlantel, e gevred ar vro. Ar gumun greisteisañ e Breizh eo.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
War-hed 40 km er su da Naoned emañ, war an harzoù gant Vande.
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Erwan Vallerie (1995) ː de Legiaco, 1119; Letge, 1144
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
Trochet : ouzh 1 en glazur e gastell gant teir zourigell en aour, mogeriet, digoret ha goulaouet en sabel ; ouzh 2 en mouk / limestra e deir flourdilizenn en argant treustellet.[2] |
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- A-raok ma voe krouet an departamantoù e oa Levieg war Marzioù dispartiañ Breizh ha Poatev.
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Krouet e voe kumun Levieg e 1790 diwar ar barrez katolik. Lakaet e voe da benn Kanton Levieg hag e Bann Machikoul. E 1800 e voe lakaet en Arondisamant Naoned[3].
- D'an 11 a viz Meurzh 1793, an deiz war lerc'h e oa bet krouet lez-varn an Dispac'h, 25 pe 26 mererour hag archer republikan a zo lazhet gant poblañs Levieg emzavet.
- D'ar 14 a viz Gwengolo 1793, aloubet eo Levieg gant ar republikaned. Tan a zo laket en tiez; 10 den, eus 37 da 72 vloaz, a zo lazhet. Magdeleine Trute, eus la Garrelière, oajet a 23 bloaz, a zo tapet ha kaset da Naoned, ha lazhet eno. [4].
XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Trevadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mervel a reas meur a waz eus ar gumun en trevadennoù : tri en Aljeria, tri en Indez-Sina, unan e Kaledonia-Nevez ha daou e Madagaskar .
Brezel 1870-1871[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mervel a reas triwec’h gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel hervez plakennoù ar re varv er vered[5].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mervel a reas 162 waz ag ar gumun abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 3,78% eus he foblañs e 1911[6].
Eil brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mervel a reas 23 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel hervez plakenn ar re varv ar vered[7].
XXIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Lakaet e voe ar gumun e Kanton Sant-Filberzh-Deaz pa voe diskaret Kanton Levieg e 2014[8].
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kastell ar Bois Chevalier lec'h ma voe troet e 1965 lod eus ar film Le Tonnerre de Dieu gant Denys de La Patellière, gant an aktourien Jean Gabin, Lilli Palmer, Michèle Mercier, Georges Géret ha Robert Hossein.
- Iliz katolik Gorroidigezh an Intron-Varia.
- Chapel Intron-Varia an Druez savet e 1826.
- Delwenn Charette.
- Monumant ar re varv, luc’hskeudenn[9]. Dioueliet e voe d’an 16 a viz Gouhere 1922[10].
- Plakenn ar re varv 1914-1918 en iliz katolik, luc’hskeudenn[11].
- Plakennoù ar re varv 1914-1918 e chapel Intron-Varia an Druez, luc’hskeudennoù[12].
- Plakenn ar re varv 1939-1945 er vered, luc’hskeudenn[13].
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E kumuniezh kumunioù Su Raez Atlantel emañ. Klevout a ra ar gumun ouzh Lez-varn Ensav Meur Naoned, ha Lez-varn Galv Roazhon.
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- En enor d'ar jeneral Charette e voe savet « Chapel Itron-Varia an druez » (Notre Dame de pitié) pe ar « Chapel Charette ».
- Jacques-Alexis Francheteau de La Glaustière, kannad an Trede-urzh er Stadoù-Meur (1789).
- Charles-Joseph Auvynet, kannad an Trede-urzh er Stadoù-Meur (1789).
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
Chevalier,
Aotrounez Bois-Chevalier |
En gul e zri alc'hwez en aour ouzh kab; e vevenn en glazur |
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Aozer : Jimmy.
- ↑ (fr)Cassini - EHESS - Fichenn kumun Levieg
- ↑ Génialogie. Embannadurioù Facebook. Testennoù tennet diwae marihoù parrez kuzh
- ↑ (fr)Mémorial Genweb
- ↑ (fr)Les soldats de Loire Inférieure - Monumant ar re varv
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr) Décret n° 2014-243 du 25 février 2014 portant délimitation des cantons dans le département de la Loire-Atlantique
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Université de Lille
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Memorial Genweb