Le Tonnerre de Dieu

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Le Tonnerre de Dieu zo ur film gallek, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour gall Denys de La Patelliere e 1965.

Fichenn deknikel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An danvez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur mezeg-loened eo Léandre Brassac diouzh e vicher. Emañ o chom en ur c'hastell hag en devoa bet da hêr digant e dad — un noter aet pinvidik-mor e kenwerzh ar gwini — a-gevret gant Marie hag e chas a gar gwelloc'h eget an dud. Un deiz e tegas ur c'hast eus Naoned, Simone hec'h anv-bihan, d'ar gêr hep goulenn ali ouzh Marie, e wreg lezet en dilerc'h abaoe pell amzer. Kustumiñ a ra Simone ouzh ar vuhez nevez-se ha, tamm-ha-tamm, ez a da greñvaat al liammoù etre ar vaouez yaouank hag ar c'houblad kozh. Ma paouez Léandre da lonkañ ha pa zeu Marcel, houlier Simone, d'he c'herc'hat e laosk ar chas da redek outañ kent mont da reiñ flu dezhañ el lec'h m'emañ o chom. Mont a ra da Bariz zoken da c'houlenn sikour digant ur mignon kozh dezhañ, aet da vinistr, evit ma paouezo ar polis da heskinañ ar c'hast kozh. Bleuniañ a ra kalon Simone gant al levenez ha kompren a ra Brassac ez eo chomet piket e hini ouzh e wreg. Diwan a ra ar garantez etre Simone ha Roger, un amezeg bet gwallgaset gant ar brezel en Indez-Sina...

Roll ar gomedianed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]