Mont d’an endalc’had

Trede-urzh

Eus Wikipedia
Trede-urzh
estate of the realm
Iskevrennad eusklas sokial, estates of the realm Kemmañ
Aozadur kevredigezh ar Renad kozh

Trede-urzh pe Trede-stad (galleg: Tiers état) a oa an anv roet e-pad ar Renad kozh e Bro-C'hall da gannaded ar c'hêrioù, bourc'hizien anezho, en emvodoù ar Stadoù Meur. Stadoù ar proviñsoù pe ar Stadoù hollek a oa bodadegoù liammet ouzh an tailhoù nemetken, goulennet e veze ganto votiñ an tailhoù ha choaz e pelec'h e vefent dasparzhet hervez an didroc'hioù melestradurel. Tri doare kannaded a oa hervez o orinoù en didroc'hioù tailhoù suj d'un domani a c'helle bezañ eus unan eus an tri urzh : kloer, lik pe trede (all), a dalveze d'ar c'hêrioù a oa aotreet d'ober gant ar justis uhel o unan.

E darn eus ar c'hêrioù-se evel Tolosa da skouer, an aotrouniezh kontelezh a oa perc'hennet gant ar gêr, ar garg a aotrou maer a oa neuze unan evit an noblañs pe o tegas noblañs.

Kontrol d'ar pezh a voe skrivet en istor an istor adal 1789, gant embann ar flemmskrid brudet Qu'est-ce que le Tiers État ? gant Emmanuel-Joseph Sieyès, ar gannaded ne oant ket kannaded o urzh dre ret: re an noblañs evit an noblañs, re ar gloer evit an dud a iliz, ha re an Trede-urzh evit ar bobl. E-liamm e oa o garg hervez an didroc'hañ melestradurel.

Ur wech divizet sammad an tailhoù e oa ret dasparzhañ anezho war an holl proviñsoù, généralités, goude-se war ar parrezioù, hag evit echuiñ war pep tan (ti lojañ). Ne oa ket eus un dasparz an tailhoù etre an urzhioù, dre an dreist-gwirioù re an noblañs hag ar gloer ne baeent ket tailhoù lakaet e oa war-raok ne oant ket labourerien e bedoù a c'houneze arc'hant.

Mammenn an Trede-Stad zo da glask e-kostez an didroc'hañ eus ar gevredigezh a lakae anezho da vezañ « ar re a labour » (laboratores), ar pezh a oa bet lakaet war-raok gant labourioù Georges Dumézil war didroc'hañ e tri urzh ar gevredigezh indezeuropat. Georges Duby a gadarnas se dre e labourioù war an tri urzh. Aozadur gladdalc'hel kevredigezh ar Grennamzer e tri urzh a oa ganet gant Adalbéron de Laon.