Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Trede-urzh

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Kavout a ra din e reer gant "Trede Stad" kentoc'h. "Trede Urzh" zo un dra all a gaver en anv "Trede Urzh Sant Frañsez" a zo fr:Tiers-Ordre franciscain e galleg. Sellit da skouer ouzh "Levrig-dorn Trede Urz Sant-Fransez a Asiz", embannet gant Ar Vuhez Kristen, Rosko, e 1941. Re all zo ivez (sellit ouzh fr:Tiers-Ordre pe en:Third order). --Llydawr (kaozeal) 27 Gen 2017 da 21:00 (UTC)[respont]

Demat, E levr Tes pevare e reer gant Trede-urzh setu perak em boa choazet ar ger-se. Ar pennad a zo diechu c'hoazh. A galon--Dishual (kaozeal) 27 Gen 2017 da 21:29 (UTC)[respont]
Fentus-kenañ eo lenn kement-se dre ma oa bet savet ur goulenn diwar-benn ar c'hraf-se (Troidigezh reizh Tiers état e brezhoneg ?) un nebeud mizioù 'zo hep na vije nag ali na respont ebet, nemet unan...--Prieladkozh (kaozeal) 27 Gen 2017 da 21:58 (UTC)[respont]
A-du gant Llydawr. Bianchi-Bihan (kaozeal) 28 Gen 2017 da 10:50 (UTC)[respont]
War a lenner en darn vrasañ eus hor geriadurioù e seblant bezañ reishoc'h ober gant "Trede stad", "Trede Stad", "Trede-stad" pe "Trede-Stad"...--Prieladkozh (kaozeal) 28 Gen 2017 da 11:01 (UTC)[respont]