Catterick
Catterick zo ur geriadenn e distrig Richmond e Norzh Yorkshire. E 2001 e oa 2 743 a dud o chom enni.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Rivet & Smith, p. 302-304 :
- Ptol. II, 3, 10 : CATARACTONIUM / CATURRACTOIUM / TATURACTONIUM, ur gêr ar vBrigantes
- I.A 4652 (Iter 1) : CATARACTONI
- I.A 4682 (Iter 2) : CATARACTONE
- I.A 4762 (Iter 5) : CATARACTONI
- Ravenna, 10714 : CACTABACTONION
- Beda, II,14 & II,20 : Cataractam (accusativ)
- Beda, III, 14 : Cataractone (ablativ)
Talvoudegezh :
- pe diwar latin = cataracta = kouronk (gwelout e Bro-C'hall : Chalette, Cadarache, la Chorache; e Bro Aragon : Cadereita, Caderecha)
- pe diwar keltieg = *Catu-ra(c)t-on-ion = <*catu- = emgann + *ra(c)t-is = kleuz
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Roud a gaver eus Catterick kerkent ha mare ar Romaned, pa oa Cataractonium ur c'hreñvlec'h da soudarded an Impalaeriezh roman, e kroashent hentoù a gase d'an hanternoz en un tu hag un hent da vont da Eboracum en tu all.
Catterick eo moarvat ar gêr anvet Catraeth er varzhoneg kembraek Y Gododdin, ma konter emgann Catraeth a c'hoarvezas war-dro ar bloavezh 600 etre Brezhoned hag Angled rouantelezh Bernicia. Kêr-benn rouantelezh Rheged e voe goude-se.
Aloubet e voe gant Angled Mercia.
Levrioù talvoudus
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- A.L.F RIVET & Colin SMITH : The Place-names of Roman Britain. Batsford Ltd. 1979. Édition 1982.