Plakenn litosferek
Neuz
Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
Skeudennet eo bet plakennou litosferek ar bed e-pad eil hanterenn an 20vet kantved. Plakenn litosferek (diwar an henlatineg) "tectonicus", a zo un deorienn skiantel hag a zeskriv fiñvadennou an douar (litosferenn).
A-bouez eo evit ar vuhez war an Douar abalamour d'ar perzh hag a ra e kelc'hiad ar c'harbon hag a zalc'h ar c'hempouez karbon etre ar vevsferenn, litosferenn, hidrosferenn, hag atmosferenn.
Ar memes fenomen a c'hell c'hoarvezout war ar c'horfoù all pa vezont douarheñvel. Savet eo an deorienn-mañ diwar mennozhiou "driv ar c'hevandirioù", ijinet ha displeget gant Alfred Wegener.
Ar plakennou litosferek a zo deuet diwar tarzhadur al litosferenn dre nerzhioù diabarzh ha riklañ a reont war an asthenosferenn.