Hidrosferenn
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
En douaroniezh fizikel e liv an hidrosferenn (eus ar gresianeg Υδωρ) an dour kavet war, a-us pe dindan gorre ur blanedenn.
Hidrosferenn an Douar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kenaozet eo hidrosferenn an Douar eus ar meurvorioù dreist-holl, met enderc'hel a ra tout an dour kavet war gorre ar blanedenn : al lennoù, ar stêrioù ha an doureier isdouarel. Donder krenn ar morveurioù a zo 3 794 m, muioc'h eget pemp gwech uhelder krenn ar c'hevandirioù. War-dro 1.35 × 1018 ton e pouez ar meurvorioù, pee 1/4400vet eus mas an Douar a-bezh.
Fonnusted an dour war an Douar a zo ur perzh ispisial a ziforc'h hon "planedenn c'hlaz" diouzh ar re arall e koskoriad an Heol. War-dro 70.8% eus gorre an Douar a zo goloet gant dour, 97% anezhañ er meurvorioù.
Er-maez ar c'helc'hiad lec'h ma c'hell dour chom liñvek emañ an Douar. Hep an efed ti-gwer e skornfe e veurvorioù. Div wech e oa c'hoarvezet e istor ar blanedenn, war a seblant. E-pad an neoproterozoeg he doa degaset berniadeg an oksigen en atmosferenn un diskarr eus ar c'hementad a zioksid karbon. Gwanaat a reas an efed ti-gwer ha betek ar c'hehider e tiskennas ar skornenn.
War Gwener e aezhenniñ ar meur vorioù, hag a oa, en deroù, ken vras ha war an Douar. Gant skinoù dreistlimestra an Heol e voe dielfennet an aezhenn hag achap a reas an hidrojen d'an ec'honder. An dra-se a zispleg petra n'eus dour ebet war ar blanedenn Gwener. Hep hidrojen e ezvan an oksijen gant ar reier.
War an Douar e warez ur gwiskad ag ozon aezhenn an atmosferenn ouzh ar skinoù dreistlimestra. Ne c'hell an ozon bezañ krouet nemet ma z'eus kalz oksijen frank en atmosferenn. Ur vaezenn-vagnetek greñv a zo ret ivez da wareziñ an atmosferenn ouzh krignerezh an avel heoliek.
Kas a ra ar menezioù-tan aezhenn en atmosferenn en un doare dibaouez tra ma stag tektonik ar plakennoù dour ha karbon e reier hag a zo isdougenet er vantell. Adakaset e vezint neuze gant ar menezioù-tan. Krediñ e reer e endalc'h ar vantel dek wech muioc'h a zour eget tout ar meurvorioù.
Kerc'hiad an dour a liv fiñvadennoù an dour e-barzh an hidrosferenn. Enderc'hel a ra an dour lec'hiet dindan an douar hag er reier (litosferenn), an dour er plantennoù hag e loened (biosferenn), an dour liñvel pe solut a c'holoe ar blanedenn, hag an aezhenn en atmosferenn.
Levezonet ez eo fiñvadennoù an dour e-barzh ar meurvorioù gant o zemperadurioù hag o holennekderioù. An dour tomm a zo skañvier eget an dour yen hag an dour holennek a zo pouneroc'h eget an dour dous.