Ascension

Eus Wikipedia
Lec'hiadur Enez Ascension.

Enez Ascension (Ascension Island e saozneg) a zo un enezenn er Meurvor Atlantel ar Su, war-dro 1 600 km diouzh aodoù Afrika ha 2 250 km diouzh aodoù Amerika ar Su, hag ivez unan eus an teir lodenn, kevatal o galloud, hag a ya d'ober Tiriad tramor Saint Helena, Ascension ha Tristan da Cunha e dalc'h ar Rouantelezh-Unanet.

Emañ Ascension 1 300 km er gwalarn da Saint Helena enezenn bennañ an tiriad. Georgetown eo anv ar gêr-benn, ha war-dro 880 den en holl a zo o vevañ war an enez a zo 88 km² dindani. Anvet eo Ascencion dre ma oa bet kavet deiz Yaou-Bask pe "Asañsion" e 1503 gant ar merdead portugalat Alfonso de Albuquerque.

Enez Ascension
Banniel Ascension, ofisiel abaoe 2013.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.