Mont d’an endalc’had

Yann-Loeiz Rozeg

Eus Wikipedia

Yann-Loeiz Rozeg, Brogarour e anv-pluenn, bet ganet d'ar 14 a viz Genver 1898 e Ploueskad ha marvet d'an 2 a viz Gwengolo 1946 e Gwipavaz, a oa ur beleg misioner, ur saver kantikoù brezhonek hag ur skrivagner brezhonek eus Bro-Leon.

Labourerien-douar er Roc'hoù Bras e Ploueskad e oa e dud, Yann Rozeg ha Mari Kervoal. E Plouider e voe skoliataet er c'hentañ derez kent mont da skol abostolel Pontkastell-Keren e Bro-Naoned evit an eil derez. E dibenn e studi eno ec'h eas da gloerdi ar misionoù en abati Sant Jakez e Moñforzh.

Goude bout bet beleget en abati e voe kelenner e Kalvar Pontkastell e-pad bloaz a-raok bout anvet e kouent Tadoù Moñforzh e Josilin, ma voulc'has e vuhez a visioner. E 1936, diwar c'houlenn Adolphe Duparc, eskob Kemper ha Leon, e voe staliet un ti evit misionerien Moñforzh e Gwipavaz gant an tad Rozeg da briol ; adalek 1940 e voe misionerien vrezhoneger o vont di.

E-kerzh ar mediñ e miz Gwengolo e 48vet bloaz e varvas trumm Y.-L. Rozeg diwar ur stankadur-gwad p'edo o voueta un dornerez.

E-kichen e respet en Iliz e kasas Yann-Loeiz Rozeg unan el lennegezh vrezhoneg adalek 1932, d'an oad a 34 bloaz, dindan an anv-pluenn Brogarour. Romantoù berr a voe embannet a-rannoù er sizhunieg Breiz. E brezhoneg ivez ec'h embannas ul levr kantikoù hag un dastumad kanaouennoù, koulz ha pennadoù e meur a gelaouenn.

En e baperoù e voe kavet goude e dremenvan un droidigezh vrezhonek eus oberennoù an tad Moñforzh, a zo chomet diembann.

Levrioù
  • 1935 : Trec'h ar garantezAr voterez
  • 1936 : Onenn
  • 1939 : Kontammet !...
  • 1945 : Eur veilhadenn vreizk dirak kraouig Bethleem
  • Breiz a gan (divloaz)
Kenlabour
  • 1932 : Toliou lagad : nag eun dra souezus ?, e Breiz.
  • 1933 : Digareziou ar yaouankiz, en Ar Vuhez Kristen.
  • 1934 : Isor I.V. Wir Zikour Gwengamp, e Feiz ha Breiz.
  • 1937 : Aer ger, e Feiz ha Breiz.
  • 1938 : Chenchet penn d'ar vaz, en An OaledGoueliou brezonek an hanv-man, e Breizadig.
  • 1939 : An tri venez, e BreizKevell Breiz, en An Oaled.
  • 1942 : An daouarn o bizied kamm, en Ar Vuhez Kristen.
  • 1943 : Più e zo da damal ?, e DihunambBloavezh mat, en Arvor.
  • 1948 : Ar beleg, e Kroaz Breiz.
  • 1958 : Evit saludi, e Bleun Brug.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Elies, Fañch (Abeozen). Istor lennegezh an amzer-vremañ. Brest : Al Liamm, 1957, pp. 152-153
  • Raoul, Lukian. Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien. Brest: Al Liamm, 1992, p. 376 (ISBN 978-2-7368-0034-5)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]