Trede Kroaziadeg
An Trede Kroaziadeg a-enep muzulmiz er Reter Nesañ a voe renet etre 1189 ha 1192 evit adaloubiñ an Douar Santel.
E 1187 e oa bet aloubet Jeruzalem gant ar sultan Saladin, trec'h war ar groazidi en emgann Hattin (4 a viz Gouere 1187). Lezet e voe o buhez gant ar gristenien a oa o chom e Jeruzalem da dennañ daspren diganto ha ne voe ket distrujet an ilizoù savet gant ar Franked[1]. Lezet e voe ar gristenien da vont kuit da gaout repu e Tir. Ar Bez Santel a voe lezet etre daouarn kristenien ha gallout a reas ar birc’hirined kenderc’hel da zont da Jeruzalem. Er skridoù, ken ar re savet gant kristenien ken ar re savet gant muzulmiz en amzer-se, e reer anv eus Saladin evel un den "a zalc'he d'e c'her".
Pa voe klevet en Europa e oa bet aloubet Jeruzalem avat e voe spontet an dud en Europa. Galvet e voe d’ur groaziadeg nevez gant ar pab Gregor VIII. Renet e voe ar groazidi gant pennoù bras kornôg Europa : Fulup II, roue Bro-C'hall, gant Richarzh Kalon Leon, roue Bro-Saoz, ha gant Frederig Barbarossa, impalaer an Impalaeriezh santel roman.
E-keit ma oa armeoù Fulup Aogust ha Richarzh Kalon Leon o vont war vor hag o touarañ war aodoù ar Reter-Nesañ, e oa bet soudarded an impalaer Frederig Barbarossa, deuet war droad eus Europa, o treuziñ douaroù Impalaeriezh Bizantion, gant diaesterioù bras. Treuzet e oa bet strizh-mor an Dardanelloù ganto e miz Meurzh 1190, goude tremen ar goañv en Adrianopolis. Faezh e oa ar groazidi gant ar sec’hed hag an naon. D’an 10 a viz Mezheven 1190 e veuzas Frederig e Kilikia, pa oa o klask treuziñ ur stêr anvet bremañ Göksu. Goude marv an impalaer e voe diskaret e arme : lod eus ar groazidi a varvas gant ar vosenn en Antioc'heia hag ar re all a zistroas d’o bro.
Richarzh Kalon Leon, war e hent dre vor d’an Douar Santel, a aloubas Kiprenez, kemeret digant Impalaeriezh Bizantion, e 1191[2] Dont a reas Kiprenez da vezañ un diazez start evit ar groazidi, ha chom a reas etre daouarn tud eus kornôg Europa e-pad meur a gantved, betek ma voe aloubet gant an Impalaeriezh otoman e 1571.[2]. Fulup Aogust a erruas e Siria hag a lakaas, asambles gant Richarzh Kalon Leon, seziz war Akko. Kemeret e voe kêr ganto ha prizoniet e voe an holl soudarded vuzulmat a oa enni, a-raok o lazhañ. Fulup Aogust a zistroas da Vro-C'hall goude an trec'h-se.
Kenderc’hel a reas arme ar groazidi da vont trema ar c'hreisteiz, a-hed an aod, renet gant Richarzh Kalon Leon. Kemeret e voe porzh Jaffa ganto, hag erruout a rejont dirak Jeruzalem. Hogen soñjal a reas Richarzh ne vefe ket gouest da chom mestr war Jeruzalem ma vefe kemeret gantañ, abalamour ma tistroje kalz a groazidi da Europa, goude an trec’h. Setu ma echuas an Trede Kroaziadeg, hep kemer Jeruzalem. Mont a reas Richarzh kuit, e miz Here 1992, goude bezañ graet emglev gant Saladin. Hervez ar skrid-emglev-se e chome an Douar Santel dindan aotrouniezh ar vuzulmiz, nemet kêrioù an arvor a oa etre daouarn ar groazidi, met gallout a rae pirc'hirined kristen hep armoù dont da Jeruzalem evel ma karent.