Mont d’an endalc’had

Jack Lang

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Jack Lang
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denJack Lang Kemmañ
Anv-bihanJack Kemmañ
Anv-familhLang Kemmañ
Deiziad ganedigezh2 Gwe 1939 Kemmañ
Lec'h ganedigezhMirecourt Kemmañ
TadRoger Lang Kemmañ
PriedMonique Buczynski Kemmañ
BugelValérie Lang, Caroline Lang Kemmañ
Den heverkJeffrey Epstein Kemmañ
Yezh vammgalleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherpolitiker, kelenner, gwiraour, ministr Kemmañ
Tachenn labourinternational law Kemmañ
ImplijerParis Nanterre University, Arab World Institute Kemmañ
Bet war ar studi ePalais de l'Université de Nancy, Institut d'études politiques de Paris Kemmañ
Lec'h labourStrossburi, Brusel Kemmañ
Strollad politikelStrollad sokialour, Strollad Sokialour Unvanet Kemmañ
Diellaouet gantArchives nationales, Institute for Contemporary Publishing Archives Kemmañ
Prizioù resevetOrden wider den tierischen Ernst, ofiser al Lejion a Enor, Grand Officer of the Order of the Sun of Peru‎, Marc'heg al Lejion a Enor, Order of Palestine for Culture, Science and Arts Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://jack-lang.over-blog.fr/ Kemmañ
Documentation files atSAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts Kemmañ
Jack Lang

Jack Lang, bet ganet d'an 2 a viz Gwengolo 1939 e Mirecourt, e departamant ar Vosges (Bro-C'hall), zo ur politikour hag un den-Stad gall.

Ezel eo eus ar Strollad sokialour. Maer Blois e voe etre 1989 ha 2000. Depute Loir-et-Cher e voe teir gwech etre 1986 ha 2000, depute Pas-de-Calais etre 2002 ha 2012. Ministr ar Sevenadur e voe div wech etre 1981 ha 1993, ha Ministr an Deskadurezh div wech ivez etre 1992 ha 1993 hag etre 2000 ha 2002.

En e eil resped ministr an Deskadurezh en doa klasket enbarzhiñ ar rouedad skolioù Diwan en Deskadurezh Stad penn-da-benn[1].

Brudet eo evit bezañ lakaet Gouel ar Sonerezh da vezañ ofisiel e Bro-C'hall e 1982. Renet en deus Ensavadur ar Bed Arab e Pariz eus 2013 betek miz C'hwevrer 2026, pa zilezas e bost abalamour d'e anv bezañ meneget e dielloù an Afer Epstein[2].

Afer Epstein

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2020, en Afer Epstein, ar mediaioù stadunanat ha goude-se gall o doa diskouezet al liammoù etre Jack Lang ha Jeffrey Epstein. Jack Lang a oa bet o weladenniñ Epstein e Pariz ar bloavezh a-raok. Ar ministr kozh en doa kejet gant an den a aferioù stadunanat e-kerzh ur pred en enor da Woody Allen, ha goude-se e oa bet kouviet Jeffrey Epstein gant Lang evit gouelioù 30 vloaz piramidenn al Louvre. An torfedour reizhel stadunanat en doa arc'hantaouet 58 000 a zollarioù ur gevredigezh c'hall dizoberiant ha gant tud kar ouzh Jack Lang. Hervez Jack Lang e oa an arc'hant da servij evit ur film tost echuet.

E miz C'hwevrer 2026, goude embannadur dielloù nevez eus an Afer Epstein, Médiapart en doa diskouezet al liammoù arc'hantel a oa etre Jeffrey Epstein ha tud kar da Jack Lang, betek e verc'h, Caroline Lang, kenberc'hennez gant Jeffrey Epstein eus an embregerezh offshore Prytanee LLC lec'hiet en inizi Gwerc'h stadunanat[3].

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]