Douar ha Frankiz

Eus Wikipedia
Puzzle stub cropped.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Douar ha Frankiz
political movement
Deiziad krouiñC'hwevrer 2020 Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
Furm lezennkevredigezh lezenn 1901 Kemmañ
Sez sokialKledenn-Poc'hêr Kemmañ


Douar ha Frankiz[1] zo ur strollad politikel breizhat krouet d'an 23 a viz C'hwevrer 2020[2], e bal "sevel ur riegezh breizhat dre an ensavadurioù politikel lakaet e servij ar bobl". Lakaat a ra war wel e amkan war hir dermen, dizalc'hiezh Breizh. N'eus den ebet a vefe dileuriet evel penn pe vouezh aotreet.

Palioù pennañ ha peragoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sevel kengorioù lec'hel a vo ar pal kentañ evit levezoniñ kuzulioù-kumun da gentañ gant ar mennozhioù pennañ, ar gengevreadouriezh demokratel hervez skridoù Murray Bookchin war an ekologouriezh sokial ha radikal, ar gêrouriezh frankizelour, ar venevelouriezh hag ar stourm ouzh ar serzhouriezh. Roet e tle bezañ roet ur c'horvoder izek da bep kouer ekologour. N'eus ket mall ganto mont war ar renk en dilennadegoù bras.
Aterset gant ar gelaouenn Bretons[3], Alan Le Cloarec (Alan ar C'hloareg) en doe berraet peragoù krouidigezh an aozadur dizalc'hour ha n'eo ket boaz klevout seurt komzoù, hervez an aterser :`

E-tal ur Stad, ha e chomo enteuzelour da viken, ne c'heller tremen hep an dizalc'houriezh. M'emañ Breizh e taras da vont da get, n'eus ket tu d'ober un dibab all. N'eo ket ur mad nag ur gwir, un ostilh nemetken evit sevel ur raktres kevredigezh nevez… Sevel ur vro nevez dezhañ reolennoù ha lezennoù nevez ha reishañ hag a vo reteraet war-zu an ekologouriezh, ar venelouriezh ha ar gengevreadouriezh…[4]


Oberezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet ez eus bet un nebeud kengorioù lec'hel : Menez Are, Treger, Kerne, Bro-Naoned, Bro-Roazhon, Kreiz Breizh...
Embannet en doa Kengor Bro-Naoned e souten stourm an dud staliet er C'harned adal an hañv 2020, e-barzh kumun Frozieg, evit herzel raktres ledanaat porzh Mouster-al-Loc'h.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Anv dibabet evit treiñ lugan ar Zapatisted, Tierra y Liberta, e mare Dispac'h Mec'hiko (Régis Delanoé, Alan Le Cloarec : la possibilité d'un indépendance, Bretons, niv. 171, janvier 2022.
  2. DOUAR HA FRANKIZ (W292007582) war entreprise.data.gouv.fr
  3. Bretons, niv. 171, janvier 2022.
  4. Face à un État assimilationniste et qui ne cessera jamais de l'être, l'indépendance apparaît inéluctable. Il n'y a pas d'autre choix, au risque de voir la Bretagne de nouveau menaçée de disparition. Ce n'est pas une faveur, ni un droit, simplement un outil pour construire un nouveau projet de société… Construire un nouveau pays avec de nouvelles règles et de nouvelles lois plus justes, tournées vers l'écologisme, le féminisme et le confédéralisme…