Pierre Le Treut
Pierre Le Treut, ganet d'an 21 a viz Ebrel 1929 e Dol ha marvet d'ar 4 a viz C'hwevrer 2004, a oa ul loenvezeg hag ur politiker hag en deus pledet kalz gant sevenadur Breizh.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E familh a oa a-orin eus Lokorn.
E 1951 e stagas gant studioù loenvezegiezh e Maisons-Alfort hag e Pariz. Labourat a reas da gentañ en Institut Pasteur a-raok mont d'ober e amzer soudard e Bro-Aljeria. En em staliañ a reas goude e Kastell-Geron e-kichen Roazhon.
Dilennet e 1965 er c'huzul-kêr e teuas da vezañ eilmaer (eus kostezenn ar c'hreiz). Eus 1971 da 1977 e voe en tu-enep. Dilennet e voe da vaer e 1977. Chom a reas betek 2001.
Dilennet eo bet kuzulier departamant e 1965 ha kuzulier rannvro e 1974. Dont a reas da vezañ besprezidant ar C'huzul Rannvro karget eus ar sevenadur e 1986. Dedennet gant sevenadur Breizh e voe e-touez diazezourien Skol-Uhel ar Vro. Prezidant an aozadur e voe eus 1986 betek 1998. Prezidant Dastumadeg rannvroel an arz kempred (FRAC - Fonds régional d'Art Contemporain) eo bet ivez.
Resevet en deus Kolier an Erminig e 1996.
Mammennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dictionnaire biographique du mouvement breton XX-XXIe siècles gant Lionel Henry, Yoran Embanner, 2013.