Patrick Malrieu

Eus Wikipedia
Patrick Malrieu er FIL e 2017

Patrick Malrieu, ganet d'an 31 a viz Meurzh 1945 en Amboise (Indre-et-Loire) en ur familh stourmerien vreizhat divroet ha marvet e Landevenneg d'an 9 a viz Genver 2019, eo krouer ha kentañ prezidant Dastum.

Buhez ha micher[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude e vachelourizh e Pariz ez eas da studiañ an arzoù pleustrek en École Estienne.

Goude e amzer soudard e labouras e ti-moullañ Brodard et Taupin e La Flèche (Sarthe). Bez' e voe e-pad dek vloaz rener teknikel Ti-Moullañ Kastellaodren e Kastellaodren.

Goude ur bloavezh e ti Oberthur e Roazhon e voe degemeret e bodad Ouest-France e 1983. E karg eus moullañ ar c'helaouennoù sizhuniek e oa (embregerezh Publihebdos).

Eus 1999 da 2004 e voe rener ti-moullañ "Impram" e Lannuon ha, war memes tro, hini ar gelaouenn sizhuniek Le Trégor.

Stourmer sevenadurel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ezel eo bet eus meur a gelc'h keltiek e Pariz pa oa bugel. Kregiñ a reas abred da zeskiñ seniñ gant ar binioù bras. Da 18 vloaz e kemeras perzh e krouidigezh Bagad Pariz.

Daremprediñ a reas Kêr Vreizh. Eno en deus desket brezhoneg. Pitilh gant sonerezh hengounel Breizh eo deuet da vezañ.

Adalek 1967 e krogas da zastum kanennoù hengounel e brezhoneg.

E 1972 e krouas ar gevredigezh Dastum evit gwellaat an doareoù da zastum ha da virout ar glad dre gomz (ouzhpenn 70 000 kanenn bet dastumet). Ar c'hentañ prezidant e voe. Goude e voe ledanaet tachenn ar gevredigezh war-du ar c'hontadennoù e brezhoneg hag ar glad dre gomz e gallaoueg. Prezidant eo bet betek 1996.

Navet e voe war listenn Peuple Breton, Peuple d'Europe en Il-ha-Gwilen e 1992 da geñver an dilennadegoù evit ar C'huzul Rannvro).

Degemeret e voe da zoktor e Skol-veur Roazhon 2 e 1998 gant un dezenn c'hallek a-zivout kanaouennoù-pobl Breizh.

Etre 2003 ha 2009 e voe prezidant ar gevredigezh Kuzul Sevenadurel Breizh.

Dilennet e oa bet da brezidant Skol-Uhel ar Vro e miz Ebrel 2011 war-lerc'h Bernard Delhaye. E-kerzh bodadeg veur ar 1añ a viz Here 2011 e kinnigas d'ar gevredigezh kendelc'her daoust da zigresk skoazell arc'hant ar C'huzul Rannvro a gase da zic'hoprañ an holl implijidi[1].

Kemeret en deus kalz perzh e Kevredigezh Mignoned Bernard de Parades.

Resevet en doa Kolier an Erminig e 1999. Kañseller Urzh an Erminig eo bet.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Qui veut faire l’ange fait la bête : De la « gwerz » bretonne de Yann Girin à la légende hagiographique et au mythe, Skol-veur Roazhon, CRBC, Travaux d'Investigation et de Recherche, 2010
  • La chanson populaire de tradition orale en langue bretonne : contribution à l’établissement d’un catalogue, Skol-veur Roazhon 2 Breizh-Uhel, 1998
  • Histoire de la chanson populaire bretonne, Dastum-Skol, 1983.

Gant tud all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Matilin an Dall : naissance d’un mythe, Les Amis de Bernard de Parades, 2003
  • Dictionnaire du patrimoine breton, renet gant Alain Croix ha Jean-Yves Veillard, Éditions Apogée, 2000
  • La Bretagne, renet gant Yann Brekilien, Les Éditions d’Organisation, 1982

Mammennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]