À l'Olympia (pladenn Alan Stivell)
À l'Olympia eo anv an trede pladenn ofisiel enrollet gant an arzour Alain Cochevelou hag e sonerien gant e anv arzour Alan Stivell. Un enrolladenn eus an abadenn a reas gant e strollad e miz C'hwevrer 1972 eo (skingaset e voe an abadenn war-eeun gant Europe 1 ivez). Berzh spontus a reas an abadenn hag ar bladenn da heul, homañ eo ar bladenn bet gwerzhet ar muiañ er bed ma klever kanañ e brezhoneg (en tu all da 1 500 000 kopienn gwerzhet).
Ur roll damistorel he deus bet an abadenn-mañ e Breizh, evit ar sonerezh da gentañ met evit ar yezh hag an emsav politikel ivez. Milieroù a dud zo bet sachet d'ar sonerezh breizhek ha d'ar brezhoneg war-lerc'h bezañ bet boemet gant sonerezh Alan Stivell.
Sonererien a gemeras perzh en abadenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En-dro da Alan Stivell (kan, telenn, bombard, fleüt) e kaver:
- Dan ar Braz (gitar)
- Henri Delagarde (gaolviolin, fleüt, bombard)
- Mikael Klec’h (fleüt, bombard)
- Gérard Levasseur (gitar boud)
- Serj Parayre (toserezh)
- Michel Santangeli (taboulinoù)
- Pascal Stive (ograou)
- René Werneer (biolin)
- Gabriel Yacoub (kan, gitar, dulsimer, banjo)
Ar sonerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daou zoare sonerezh a glever dre vras war ar bladenn: folk da gentañ (war an tu A) ha folk-rock neuze (war an tu B). Tonioù ha kanaouennoù hengounel kempennet liesseurt a roer da glevet (tonioù ha kanaouennoù eus Breizh-Izel, Iwerzhon, Bro-Skos ha Bro-Saoz) hag ur ganaouenn bennaket bet savet gant Alan Stivell. Klevet a reer kanañ e brezhoneg (pemp kanaouenn), e saozneg (teir c'hanaouenn) hag e gouezeleg Bro-Skos (ur ganaouenn).
Kanaouennoù ha tonioù a gaver war ar bladenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tu A (folk):
- The Wind Of Keltia. Ur ganaouenn bet savet gant Alan Stivell ha Steve Waring, blaz ar c'heltomania warni un disterañ. Degas a ra soñj eus kanaouennoù bet enrollet kent evel "Broceliande" ha re da zont (kanaouennoù ar "symphonie Celtique").
- An Dro. Un dañs hengounel a Vro-Gwened. Dont a ra ar sonerien a-benn eus un taol-kaer amañ, c'hoari un ton hengounel da zañsal gant binvioù na n'int ket gwall hengounel e Breizh (telenn ha dulsimer) ha dreist-holl seniñ hag adseniñ ar memes bomm sonerezh e-pad ouzhpenn teir munutenn en un doare skañv ha donezonet hep bezañ borodus.
- The Trees They Grow High. Ur ganaouenn hengounel saoznek a Vro-Saoz (pe Breizh-Veur da vihanañ), met war ar bladenn eo skrivet e teu eus Iwerzhon. Ur ganaouenn diwar-benn ur plac'h dimezet d'ur paotr yaouankoc'h egeti. Ur paotr a vo tad da 14 vloaz hag a varvo pa ne vo ken met 16 vloaz. Homañ zo ur ganaouenn folk tre-ha-tre ha n'eo ket ur ganouenn "geltiek" (evel ar re all). Un dra bennak en doa graet Alan Stivell c'hoazh gant ar ganaouenn folk "Sally Free" a gaver ar bladenn "Reflet". Kanet eo bet ar ganaouenn-mañ gant meur a arzour a-raok pe war-lerc'h Alan Stivell, Joan Baez en o zouez.
- An Alarc'h. Ur stumm berraet da vat ha kempennet un tamm eus kanaouenn vrudet ar Barzhaz Breizh. Ar bomm "enor enor d'ar Gwenn-ha-Du" zo bet ouzhpennet gant Alan Stivell. Alan an Emsaver a gaver amañ, hekleviñ a ra ar bladenn da zont anvet Raok dilestra. War an enrolladenn e klever tud o strakal o daouarn da heul ar bommoù-mañ : "enor enor d'ar Vretoned ha mallozh ruz d'ar C'hallaoued" ha neuze "enor enor d'ar Gwenn-ha-Du ha d'an dreitourien mallozh ruz!". Deuet eo an Alarc'h da vezañ un astez kan broadel evit meur a Vreton.
- An Durzhunell. Ur ganaouenn hengounel kalz siouloc'h eget an Alarc'h, folklorikoc'h a lavaro lod. Degas a ra soñj eus "Marig ar Pollanton" a gaved war "Reflet".
- Telenn Gwad ha The Foggy Dew. Un heuliad div ganaouenn a gaver amañ. Da gentañ un ganaouenn verr vrezhonek bet savet gant an arzour ha kanet war un ton iwerzhonat. Amañ e tizoloer un Alan Stivell a vo gwelet alies goude-se ha na blijo ket d'an holl: An den a glask sevel kanouennoù e brezhoneg, kanaouennoù digomprenus a-walc'h evit lod skrivet en ur yezh ha na vije ket mestroniet gwall vat gantañ. Da heul Telenn Gwad e kaver ur ganaouenn Iwerzhonat kanet e saozneg hag a gan meleudi d'ar ravolt a voe e Dulenn e 1916. Ur ganaouenn skrivet gant ar beleg Charles O’Neill ma lavarer d'an dud yaouank a Iwerzhon stourm evit Iwerzhon kentoc'h eget mont da vervel war an talbenn gant Breizhveuriz.
Tu B (folk-rock):
- Pop Plinn. Un heuliad tonioù plin bet kempennet en un doare pop pe rock zoken. Hemañ a oa unan eus an tonioù nemeto a oa anavezet gant publik an Olympia en noz-se, dre ma oa bet embannet ur bladennig vihan hag he doa graet berzh a-raok deiziad an abadenn (klevet a reer tud o strakal o daouarn pa zigor an ton gant ograou Pascal Stive ha gitar tredan Dan ar Braz). Evit ar wezh kentañ e roed da glevet un ton da zañsal a Vreizh-Izel sonet gant binvioù hengounel ha binvioù modern. Ul levezon divent en deus bet an ton-mañ e Breizh war ar strolladoù fest-noz a ziwanas goude-se: Ar Sonerien Du, Diaouled ar Menez..., ha bloavezhioù war-lerc'h Ar Re Yaouank.
- Tha Mi Sgith (skuizh on e brezhoneg). Ur ganaouenn henounel a Vro-Skos kanet e gouezeleg eo homañ. Un ton pentatonek da-vat. Un ton bet adkemeret gant meur a strollad rock pe hard-rock zoken.
- The King Of The Fairies. Un ton Iwerzhonat plijus kaset war-raok gant fleütoù Alan Stivell ha Mikael Klerc'h ha biolin Renee Werner.
- Tri Martolod. Un tub brezhonek ma'z eus unan. Ur ganaouenn bet brudet er bed holl gant Alan Stivell ha bet adkemeret gant meur a arzour pe strollad war e lerc'h (Tri Yann, Nolwenn Leroy paneveken).
- Kost ar C'hoad. Un ton da zañsal a Vreizh-Izel bet rockaet un tamm mat (un astez solo gitar-boud a glever en e greiz).
- Suite Sudarmoricaine. Un heuliad tonioù a Vro-Gwened eo hemañ. Un ton pentatonek-tre da gentañ, kaset en-dro gant an tin-whistle en un doare a denn da sonerezh Indianed Suamerika. Heuliet eo gant ur ganaouenn farsus anvet Pardon Speied, ma klever kaoz eus ur paotr bet kroget e galc'h gant ur c'hi klañv.