Diaouled ar Menez
| N'eus daveenn ebet er pennad-mañ. Gallout a rit labourat d'e wellaat dre ober dave da vammennoù solius. Tabut a c'hall sevel diwar an diouer a zaveoù, hag ar pennad a c'hall bezañ diverket. |
Diaouled ar Menez eo ar strollad sonerezh en deus roet lañs da c’hiz ar strolladoù fest-noz(Daveoù a vank). Savet eo bet ar strollad e dibenn 1971 gant Yann-Erwan ar C’horr, Bruno ar Manac’h ha Fulup ar Balp e Karaez, gant an anv Avel ar C’hwitell da gentañ. Tommet e oant ouzh sonerezh ar vro war-lerc’h berzh Alan Stivell. Yann Goasdoue a gemero perzh ganto buan a-walc’h e 1972, ha kemer a reont neuze an anv Diaouled ar Menez, anv kavet gant Youenn Gwernig. Diazezet eo o sonerezh, leun a startijenn, war donioù dañs Breizh-Izel dreist-holl. Menegomp eo brezhoneg hepken a weler war golo o fladennoù, pezh a zo ral er metoù-se.
Sonerien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pennañ sonerien bet ar strollad :
Pladennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- En Dro - Ton Doubl (45 tro), 1972, embannet gant Arfolk
- Diaouled ar Menez (33 zro), 1973, embannet gant Arfolk SB 318
- Atav ez eomp (33 zro), SB 364
- Merc’h an Diaoul, BUR 817
Tonioù gant Diaouled ar Menez a gaver ivez war Beilhadeg e Menez-Kamp ha Kertalg 1973.