Mont d’an endalc’had

Yann Goasdoue

Eus Wikipedia

Yann Goasdoue, ganet e Perroz-Gireg d'an 3 a viz Kerzu 1939, a zo ur soner hag un emsaver en deus pledet kalz gant sevenadur Breizh.

Martolod a vrezel a vicher oa e dad.

Daremprediñ a reas abred Bagad Perroz hag e teuas da vezañ ur soner eus ar c'hentañ.

Daoust d'e dud bezañ brezhonegerien n'o doa ket desket ar yezh dezhañ.

Emouestlañ a reas en arme vor e 1957 da seitek vloaz. E Toulon edo. Klasker listri-spluj oa. Beajiñ a reas kalz. "Piper" e oa war vourzh.

Ezel e oa eus ar gevredigezh Amicale des Bretons de Toulon ha daremprediñ a reas kelc'h sevenadurel Ti-Breizh Marsilha adalek 1958. Pennsoner ar bagad e voe.

Da 22 vloaz, echu gant e gontrad en arme, e teuas da vezañ beajour-kenwerzh evit produoù a Vreizh e Provañs.

Emezelañ a reas er MOB en nevezhañv 1959. Kemer a reas perzh er c'homite lec'hel gant Yannig Baron.

E miz Mezheven 1970 e yeas d'en em staliañ gant e wreg e Maner Menez-Kamm e Speied evit ober war-dro kreizenn ar Gevredigezh Vreizhat a Sevenadur ("Association bretonne de culture") renet gant Pierre Lemoine. Yannig Baron hag e wreg a oa ganto. Stajoù hag abadennoù a-bep seurt a zo bet aozet eno.

E 1972 e savas un embregerezh skignañ levrioù ha pladennoù a Vreizh Diffusion bretonne. Kreskiñ a reas ar c'hatalog. Kreskiñ a reas ar skipailh ivez pa erruas Yoran Delacour. Mont a rejont e-barzh framm Coop Breizh bet krouet gant Kendalc'h.

Anvet e voe Yann Goasdoue da rener kenwerzhel Coop Breizh e 1977 ha rener-meur goude. Chomet eo e Coop Breizh e-pad un tregont vloaz bennak. Mont a reas war e leve e 2000.

Asantiñ a reas bezañ rener Bretagne Hebdo.

Gant un toullad mignoned e krouas ar strollad sonerezh Diaouled ar Menez e 1972.

Kanet en deus el laz-kanañ "Mouezh Paotred Breizh".

Sikouret en deus da sevel Gouel al Levrioù e Karaez.

Resevet en deus Kolier an Erminig e 2004.

  • gant Diaouled ar Menez, gwelet roll pladennoù ar pennad-se;
  • war un nebeud pladennoù gant Glenmor, evel "Princes, entendez bien".
  • 50 ans de Coop Breizh (1957-2007), 2007
  • Yann Goasdoué : diffuser la culture bretonne, ArMen, n°52, miz Gouere 1993, p. 32-37

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]