Yannig Baron
Neuz
Yannig Baron, bet ganet d'ar 26 a viz Here 1936 e Groe ha marvet d'ar 15 a viz Kerzu 2025[1] e Gwened, a oa un emsaver breton hag a zo bet prezidant ar gevredigezh Dihun. Ezel eus Bagad Lann Bihoue eo bet, eus 1956 da 1960, evel enlued er morlu gall(Daveoù a vank).
Savet en doa an hentadoù divyezhek brezhoneg ha galleg e rouedad skolioù katolik ar vro. Aozet en doa ur c'homite evit donedigezh ar pab Yann-Baol II e Breizh e 1996[1]. Prezidant ar gevredigezh "Menhirs libres" eo bet. Aet e oa kolier an Erminig gantañ e 2004.
E Gwened e oa Yannig Baron o chom.
Oberennoù
- (fr) Tan ba'n ti, diwar-benn stad ar brezhoneg hag ar yezhoù bihanniver.
- 2005 : Le message de Jean-Paul II aux Bretons, Coop Breizh
Levrlennadur
- (fr) Yannig Baron : ar seizh avel : par tous les vents de Bretagne, gant Christian Guyonvarc'h (buherskrid kenwerzhel)[2], Le Temps éditeur, 2018
Daveoù
- 1 2 (fr) Ardent défenseur de la culture bretonne, Yannig Baron est décédé, Le Télégramme, 16/12/2025 (lennet d'ar 16/12/2025)
- ↑ A l’occasion de la sortie de la biographie « Yannig Baron, ar seizh avel – par tous les vents de Bretagne », un entretien audio avec Yann, war lec'hienn www.biographiesdebretagne.bzh, lennet d'ar 17/12/25.