Mazhev
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Mazhev, pe Mazhe (a-wechoù Maze, pe Mahe, pe Maheo) zo un anv-badez brezhonek a deu eus an hebreeg מתתיהו (Matatyahu) pe מתיתיהו (Matityahu) "prof Yahweh" dre ar henc'hresianeg: Μαθθαιος. Anv an abostol hag avielour Mazhev eo.
Yezhoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mathew e saozneg
- diwar an anv-se an anvioù-tiegezh Mathews, Matheson
- Mateo en italianeg, distroadet eo bet gantañ an anv gallek e Bro-C'hall!
- Mathieu ha Matthieu e galleg.
Anvioù-badez all kar dre ar ster[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anvioù all kar dre ar ster (roet gant Roue, profet gant Doue):
- anvioù a orin hebreek: Mazheas da gentañ-penn, hag ivez Jonathan, Nathanaël
- anvioù a orin gregach:
- anvioù a orin latin: Deodado, Deodat
- anvioù gallek: Dieudonné
- anvioù slavek: Bogdan
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anv-badez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E Bro-C'hall eo bet an anv-se diouzh ar c'hiz evit ar vugale dreist-holl etre ar bloavezhioù 1970 ha 2010, met anavezetoc'h eo evel anv-tiegezh.
- Mazhev Arras (1290? – 1352), tisaver ha kizeller
Anv-tiegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anavezet eo:
- Bertrand-François Mahé de la Bourdonnais (1699-1753), merdeer
- Herve Maze, penn ar gelaouenn SAV e-pad ar brezel
- Gwenael Maze, penn ar gelaouenn Skiant
- Pierrette Maze, e wreg, anavezetoc'h evel Pierrette Kermoal, penn ar gelaouenn Aber
- François Mahe, marc'houarner breizhat
- Gildas Mahé, bageer-dre-lien
- Jean-Michel Mahe, skrivagner ha troer
- Hoel Mahe, daneveller ha troer