Gwilherm
Neuz
Gwilherm zo un anv-badez brezhonek, a orin frankek, a gaver e bar en holl yezhoù kornôg Europa.
Anavezet eo evel anv-tiegezh ivez, a-wechoù Gwilhermig.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra eus Wille, youl, ha Helm, helm, tokarn, gwarez.
Adstummoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Berrstummoù zo dezhañ : Laou, Laouig, Lom, Lomig, Gwilhoù.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kentañ den anavezet en anv-se eo ar c'hont Guilhem, kont Toloza, anavezet ivez evel sant Guilhem Gellone, mab-bihan da Garl Martel ha kenderv-kompez da Garl Veur. Pimpatrom ar marc'heg kalonek, hael ha dispont e oa. Damankouaet e voe e vrud abalamour da Skol-veur Pariz, ar Sorbonne, a zibabas sant Gwilherm Bourges da baeron.
Er yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- alamaneg : Wilhelm
- andalouzeg : Killo
- aragoneg : Guillén
- daneg : Vilhelm
- euskareg : Gillen
- finneg : Ville
- frizeg : Jelle
- galleg : Guillaume
- gouezeleg : Liam
- gresianeg : Γουλιέλμος (Goulielmos)
- hungareg : Vilm
- islandeg : Vilhjálmur
- italianeg : Guglielmo
- katalaneg : Guillem
- kembraeg : Gwilym
- nederlandeg : Willem
- okitaneg : Guilhem
- portugaleg : Guilherme
- saozneg : William
- spagnoleg: Guillermo
- svedeg : Villem
Berrstummoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Will, Willy, Willie
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sent
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gwilherma C'hellone
- Gwilherm a Volpiano
Rouaned, priñsed, hag all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gwilherm Iañ
- Gwilherm II
- Gwilherm III
- Gwilherm IV
- Gwilherm V
- Gwilherm VI
- Gwilherm VII
- Gwilherm VIII
- Gwilherm Bavaria, anv meur a zen
- Gwilherm Habsburg, anv meur a zen
- Gwilherm Nassau, anv meur a zen
- Gwilherm Poatev, anv meur a zen
Tud all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gwilherm Rikou (1778-1848), troer brezhonek
- Gwillam er Borgn (1840-1927), barzh
- Gwilh ar C'hoad (1845-1914), pastor protestant ha troer brezhonek
- Gwilherm Berthou-Kerverzhiou (1908-1951), skrivagner brezhonek, barzh, emsaver
- Gwilherm Dubourg (1928-1988), beleg katolik ha skrivagner brezhonek
- Guglielmo da Baskerville, pe Gwilherm Baskerville, tudenn ar romant Il nome della rosa, gant Umberto Eco
Evel anv-tiegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Placide Gwilhermig (1788-1873), lesanvet Tadig-kozh, beleg brudet da vezañ sorser e Bro-Dreger
- Joakim Gwilhom (1797-1857), beleg katolik ha skrivagner brezhonek a Vro-Gwened, oberour Livr el Labourer