Herve
Herve zo unan eus sent vrezhon ar VIvet kantved.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mab e vije bet da Houarvian, ur barzh eus Enez Vreizh dimezet da Riwanon, eus Arvorig. Ganet dall e oa bet, e Gwitevede, war-dro 525. Abred e varvas e dad ha mont a reas e vamm pell dioutañ. En em gavout a reas ar paotrig gant e eontr, sant Urfol, e Plouvien. Goude e studioù e vevas Herve en ur peniti e Treouergad, e-pad ur pennad, gant ur bleiz doñvaet gantañ[1]. Buan avat e voe diskibled ouzh e heul. Sevel a reas ur manati e-kichen Plouider, en ul lec'h a voe anvet diwezhatoc'h Lanhouarne, diwar e anv (Houarnev = Herve). Mervel a reas en e vanati e 568 pe 575. Kaset e voe e relegoù da Vrest, e 878, gant aon rak tagadennoù ar Vikinged, ha goude se da Naoned. Kollet e voent da vare an Dispac'h gall.
Bras eo e vrud e Breizh. Patron ar varzhed hag ar sonerien eo sant Herve, rak barzh e oa evel e dad. Gantañ e vije bet savet Kantik ar baradoz[2].
Pedet e vez a-enep kleñvedoù an daoulagad hag a-enep ar bleizi. Enoret e vez e parrez Sant-Herve, e-kichen Uzel, hag ivez e Lanhouarne, e Bro-Leon. Lidet e vez e ouel d’ar 17 a viz Mezheven[3].
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- St-Hervé. Vie et culte, gant Bernard Tanguy, Job an Irien, Saik Falc'hun, Trelevenez, emb. Minihi Levenez, 1990, 144 p. (ISBN 2-908230-02-X)
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Herve ar mezeg-loened, gant G. Millour
- Saint Herve, Catholic forum, e saozneg
- Herve of Brittany, British orthodox, e saozneg
Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Hervez ar richenn e vije bet debret azen sant Herve gant ur bleiz, pa oa o stlejañ un arar. War urzh ar sant e teuas ar bleiz da gemer plas an azen, da sikour Herve da echuiñ arat an douar.
- ↑ (fr) Kantik ar baradoz / Jezuz, pegen braz ‘ve, Kan Iliz
- ↑ (br) Eflamm Caouissin, 17 a viz Mezheven : SANT HERVE, ABAD, Ar Gedour, 17 a viz Mezheven 2023