Laorañs
Neuz
Laorañs zo un anv-badez brezhonek a orin latin ha roet d'ar baotred.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra eus an anv latin Laurentius, a zeu eus laurus (lore), ha talvout a ra "an hini a zoug al lore", da lavarout eo "an hini zo trec'h", pa ouzer e veze gwisket penn ar varzhed hag ar jeneraled gant lore war-lerc'h un trec'h. Da c'houde e voe arouez trec'h ar relijion nevez war ar baganelezh, evel sant Laorañs, merzher hag a voe poazhet war ur c'hrilh en IIIe kantved. Meneget eo an anv e geriadur Gregor Rostren.
Doareoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lors : berstumm,
- Laorañsa evit ar merc'hed.
E yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- alamaneg : Lorenz, Laurenz.
- galleg: Laurent. Hag an anvioù merc'hed Laura, Laure, Lauriane, Laurence, Laurette.
- saozneg : Lawrence, Laurence. Hag an anvioù merc'hed Laura, Laureen,
- italianeg : Lorenzo, deuet da vout diouzh ar c'hiz e Bro-C'hall er bloavezhioù 2000 dindan ar stumm Enzo.
- manaveg : Laurys
- okitaneg : Laurenç
- tchekeg : Vavřinec
- korseg : Larenzu
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sent
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a sant Laorañs zo bet:
- Laorañs Roma, diagon ha merzher, lidet d'an 10 a viz Eost
- evit ar re all gwelout Laorañs (sant)
Tud all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anv-badez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Laorañs (pab), div wech pab, en 498 hag eus 501 betek 505
- Laorañs Mari Nikolaz (1885-?), barzh
- Laorañs Motrot, skolaer ha skrivagner brezhonek
- Laorañs Jouin pe Lors Jouin, kaner brezhonek
Lesanv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Laorañs Arabia (1888-1935), lesanv Thomas Edward Lawrence, henoniour, skrivagner hag ofiser en arme saoz
Anv-tiegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Frañsez Laorañs, soudard fuzuilhet er Brezel Bed Kentañ
- Pierre Laurent, (1904-2002) emsaver
- Donatien Laurent, e vab, (1935-2020), gwerinoniour breizhat
- Jacques Laurent (1919-2000), skrivagner gallek
Lec'hanvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Meur a Sant-Laorañs zo e Breizh
- stêr Sant-Laorañs eo anv stêr veur Kanada, anvet Saint Lawrence River gant ar saoznegerien ha Fleuve Saint-Laurent gant ar c'hallegerien.
Troioù-lavar[1]
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- dougen banniel Sant-Laorañs : bezañ sot awalac'h,
- tremen evit ul laorañs : tremen evit unan gars,
- Yann al laorañs : unan gars,
- daeroù sant Laorañs : lesanv ar steredenn-dared.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ in Petit florilège des expressions populaires bretonnes gant Martial Ménard, pajenn 90, Coop Breizh, 2007.