Felix Lorenz

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Lorenz)
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ur malakologour hag ur bevoniour, a vro Alamagn eo Dr. Felix Lorenz, ganet e Lauenburg d'ar 1añ a viz Genver 1967. Brudet eo e bed an dastumadegerien kregin evit bezañ labouret kalz dibaoe e 17 bloaz war ar c'herentiad kregin Cypraeidae dreistholl.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dedennet eo bet gant ar c'hregin Felix Lorenz dibaoe e vugaleaj. Embannet en deus e bennad kentañ en ur gazetenn kregin Club Conchylia Informationen e 1984 da 17 bloaz. Kendalc'het en deus da c'houde da skrivañ pennadoù ha da studiañ ar bevoniezh e Skol veur Justus-Liebig e Gießen. Echuet en deus e studioù gant un dezenn war ar bevoniezh anvet die Ringkauri (Monetaria annulus), einer Kaurischneckenart, die in tropischen Gewässern vorkommt, diwar benn ur spesad hoc'hig-mor Monetaria annulus, hoc'hig-mor gwalenn-aour[1].

Embannadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skrivañ a ra Felix Lorenz e saozneg dreistholl met ivez en alemaneg e yezh vamm.

Nebeut embannadurioù e-touesk ar re bennañ :

  • Felix Lorenz & Alex Hubert: A Guide To Worldwide Cowries. 1993 nevesaet ha brasaet e 2000. ISBN 3-925919-25-2 (en): levr annavezet evel levr pennañ an dastumadegerien Cypraeidae.
  • Felix Lorenz : Monograph of the living Zoila: 2001. A Fascinating group of Australian endemic Cowries, ISBN 3-925919-34-1(en)
  • Felix Lorenz : New worldwide Cowries: Descriptions of new taxa and [..] 2002. ISBN 3-925919-59-7 (en)
  • Felix Lorenz & Dirk Fehse: The Living Ovulidae. A Manual of the Families of Allied Cowries. 2010. ISBN 978-3-939767-21-3 (en): Levr brasañ diwar benn ur c'herentiad tost a Hoc'higed-mor, an Ovulidae.
  • Felix Lorenz : Monograph of the Genus Pustularia (Gastropoda: Cypraeidae) 2014: ISBN 978-3939767602 (en)

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]