Ploneiz
Ploneiz | ||
---|---|---|
An ti-kêr | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Plonéis | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Arondisamant Kemper | |
Kanton | Plogastell-S.-Jermen (betek 2015) Kemper-1 (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 29173 | |
Kod post | 29710 | |
Maer Amzer gefridi | Christian Coroller 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Kemper Breizh ar C'hornôg | |
Bro velestradurel | Bro Gerne | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 2 449 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 111 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 27 m — brasañ 168 m | |
Gorread | 21,99 km² | |
kemmañ ![]() |
Ploneiz a zo ur gumun eus ar Vro C'hlazik e Kerne-Izel, e kanton Kemper-1 e departamant Penn-ar-Bed, e mervent Breizh.
Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ploneiz a teu eus ar brezhoneg « ploe » (parrez) hag eus sant-Neis(Daveoù a vank).
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ploneiz a zo ur barrez a gentañ renk, el lec’h m’eo bet staget da vare an Dispac'h Gall ha betek 1892, hollad tachenn Gourlizon. Ploneiz a seblante bezañ, gwechall, ul lodenn eus Gwengad, Penharz ha Sant-Vaho e Kemper. Ploneiz (Ploeneth) a zo bet meneget evit ar wech kentañ, e 1160, en un teul hag a ro madoù an ospitalerion eus roll Sant-Yann eus Jeruzalem. Parrez Ploneiz a oa e-barzh eskopti Kerne. Kavet eo bet an anvioù: Ploeneth (e 1160), Ploeneiz (tro 1330).
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe graet al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Gueguant, person, ha Pernez, kure[2].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- An iliz Sant-Gilles (1540).
- Ar chapel "Notre-Dame-de-la-Boissière" (XVIIvet kantved). Nevesaet e 1813, savadur e stumm ur groaz latin; an itron Kermeno a roas e lec'hiadur d'ar 5 a viz Meurzh 1695.
- Ar chapel Santez Anna (XIXvet kantved). Savet e fin an XIXvet kantved hervez steuñv ar chaloni Abgrall hag evit erlec'hiañ ar chapel Prataras distrujet e 1793.
- Ar chapelioù kozh hag a vank pe a zo bet distrujet hiziv an deiz evel chapel Sant-Guenal, chapel Lanhoulou, chapel Kerveat pe hini Sant-Voris.
- Kroaz liorzh an iliz Sant Jili (1882).
- Kalvar Kernevez (XVIvet kantved).
- Kroazioù pe restajoù kroazioù: Kroaz-Thomas, Kroaz Bered Ploneiz (1912)…
- Feunteun Sant-Gilles (XVIvet kantved).
- Feunteun Santez-Anna (1671).
- Maner Kervern (XVIIvet kantved), perc’henn gant ar familhoù Guillemot, Kersauzon (1444-1550), Leandevez (1550-1626), Disquay ha Brieux.
- Maner Kergaben (XVIIIvet kantved), adsavet en XIXvet kantved. Servijet en doa da resbital dindan ar renad kozh.
- Maner ar Marc'hallac’h (XIXvet kantved), Savet gant an tiegezh Carné, war dachenn gozh un ti aotrouniek eus an XVvet-XVIvet kantved.
- 8 milin hini Kelenneg, Pontiou, Keriven, Kervastal, Marallac’h, Perros …
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Eieniñ a ra Stêr Waien e Ploneiz.
Kevredigezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Radio Kerne[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Gwelet Radio Kerne
ULAMIR e Bro Glazik[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Unvaniezh lec’hel an animasionoù war ar maez e bro glazik a zo bet krouet d'an 20 a viz Kerzu 1982. Agreamant eo d'ur greizenn sokial gant ar C’haf, Skoazellet eo gant kalzik a kevelerien: kumuniezh Kemper, kuzul departamant, kuzul rannvro, yaouankiz ha sportoù, Stad… Abaoe 1996 emañ ar gevredigez he Ploneiz. Renet eo gant un c’huzul ennañ 35 ezel, en o zouez 9 den eus ar burev. Implijet e vez 34 den. Labourat a ra war 5 kumun: Ploneiz, Gwengad, Pluguen, Plogoneg ha Ploveilh. Lec’hiet tro-dro da Gemper. Ezel emañ ouzh an Ubapar hag ouzh an FNFR. He falioù pennañ: Sikour ar c’hevredigezhioù lec'hel en o labour buheziñ. Studiañ an ezhommoù war an dachenn sokial-kelenn ha kelaouiñ ar servijoù publik. Aozañ ha buheziñ an oberennoù sokial-kelenn 725 den ha 80 kevredigezh a zo ezel outi. En tu-hont da 3¹450 den o deus heuliet hini-pe-hini eus an oberennoù-se.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Votet eo bet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant Kuzul-kêr Ploneiz d'an 13 a viz Here 2017.
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gevellet eo Ploneiz gant Jovençan (Italia) abaoe 2002. Savet e vez devezhioù krampouezh pe c'hoazh ul loto bep bloaz a-benn kaout arc'hant evit kas ar vugale skoliataet d'ober ur veaj-skol du-hont. Dont a ra bep bloaz ur skipailh eus Jovençan da c'hoari evit ar "mondial-pupille".
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
![]() |
Jovençan | 2002 |
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 49