Mont d’an endalc’had

Broc'h

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Louz)
Broc'h Eurazia

M. meles


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Mustelidae
Genad : Meles
Anv skiantel
Meles meles
Linnaeus, 1758
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Ar broc'h, pe louz, (Meles meles) a zo ul loen eus kerentiad ar mustelideged a vev en Europa (war-bouez norzh Skandinavia, Island, Korsika, Sardinia, Sikilia ha Kiprenez), hag e meur a rannvro eus Azia. Stank eo e Breizh-Veur hag en Iwerzhon.

Kar eo d’ar gaerell ha d’an dourgi.

Pemp isspesad a vefe :

An daou isspesad diwezhañ a vez rummataet evel spesadoù gwir gant loenoniourien 'zo.

Ar broc’h a c’hell tizhout war-dro 90 cm hed ha pouezañ war-dro 10 kg. Tevoc’h e c’hell bezañ avat : goañvaat a ra ar broc'hed ha debriñ a reont kalz kent ar goañv. N'eo ket ral kavout broc'hed a bouez tremen 30 kg e Rusia. Ur vlevenn c'hris en deus, nemet war ar c'hof hag a zo du, hag ar penn a zo gwenn gant div vandenn zu. Abalamour d’e vlev louet e vez lesanvet ar griz e brezhoneg.
Lesanvioù all en deus ivez, evel al louz (daoust ma n'eo ket ul loen lous, tamm ebet) pe ar bourbout. Ma'z eo bet anvet evel mañ (brud fall !) eo rak d'e zoareoù kleuzañ toulloù d'ober e ezhommoù, kerkent atav dirak e doulloù pennañ, ha dre ma'z eo an doare efedusañ gwelout ur broc'h gortoz dirak e doull, ur chañs bras e vefe bet santet gant an dud ar flaer oa gant "privezhioù ar broc'hed"...

Doare bevañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hollzebrer eo ar broc'hed. Debriñ a reont buzhug dreist holl met gellout a reont debriñ anevaled bihan arall (amprevaned, raned, melc'hwed…) ha plantennoù (frouezh, gwrizioù, boued-touseg…). Er pradennoù hag er c'hoadegoù e plij dezho bevañ dreist-holl, rak aesoc'h e vez kavout buzhug eno. Ne blij ket dezho ar pradoù priellek dre ma ne c'hellfent ket kleuziañ enno. En-dro d’ar c'hêrioù e klaskont o boued el liorzhoù hag er podoù-lastez.

Un aneval-noz eo ar broc'h hag an darn vrasañ eus an deiz e chom en e zouarenn. Bras-kenañ e vez houmañ ha meur a doull, liammet gant ribouloù niverus, a ya d’hec’h ober. Eno e c’hell bevañ, forzh pegen yen pe domm e vefe an amzer.

Bevañ a reont e strolladoù a c'hell tizhout 12 ezel. Rannañ a reont un domani bevañ boutin etrezo. E pep strollad e vez ur c'houblad pennañ hag a vez alies an hini nemetañ o ouennañ. Ar parezed a c'hell mirout ar vioù frouezhusaet e diapaoz e-pad un amzer hir pe hiroc’h goude an embarañ, da c’hortoz ur c’houlz amzer tommoc’h. Etre 2 ha 5 kolen a vez ganet goude bezañ douget 7 pe 8 sizhunvezh. 15 vloaz a c'hell ar broc’hed bevañ en natur ha betek 18 vloaz pa vezont en ur gaoued. An darn vrasañ anezho avat a varv abretoc'h.

Tiriad Broc'h Europa


  • Tud zo a zo Al Louz o anv-tiegezh
  • "ar broc'h" a oa lesanv ar marc'hhouarner Bernard Hinault
  • Berr warnañ evel ul louz
  • Kousket evel ur broc'h

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Talabao, niv. 11, p. 17, An aotrou Broc'h

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger broc'h er
wikeriadur, ar geriadur frank.