Ki-dour

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Dourgi)
Ki-dour
Fischotter, Lutra Lutra.JPG

Status iucn3.1 NT.svg
Tost en arvar (NT)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Mustelidae
Iskerentiad : Lutrinae
Genad : Lutra
Anv skiantel
Lutra lutra
Linnaeus, 1758
D'ar vevoniezh
1GZX Haemoglobin.pngEmoji u1f344.svgCreative-Tail-Animal-butterfly.svg
e tenn ar pennad-mañ.


Ar c'hi-dour, pe dourgi (Lutra lutra), a zo ur bronneg eus kerentiad ar mustelideged a vev en Eurazia. Anvet e vez ki-dour Eurazia, pe ki-dour ar bed kozh, d'e ziforc'hiñ diouzh an dourgon arall.

Annez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An hini boutinañ eus ar c'hon-dour eo ki-dour Eurazia. E gavout a reer en Europa a-bezh met ivez en Azia hag en Afrika (Aljeria ha Tunizia). En arvar emañ e lodennoù 'zo eus e diriad avat, hag aet eo da get e Liechtenstein, en Izelvroioù hag e Suis. Fonnus-tre eo c'hoazh war aodoù Norvegia hag e norzh Breizh-Veur, dreist-holl en inizi Shetland ma vev, war a greder, 12 % eus poblañs dourgon Breizh-Veur eno.

Pesked a zebr dreist-holl hag ivez raned, evned, kresteneged ha zoken bronneged bihan.

Emzalc'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tachennadel eo ar c'hon-dour hag en o-unan e vevont an aliesañ. Hirder o ziriad zo etre 1 ha 40 km hervez stankder ar preizhoù. Parañ a reont en dour hag etre 1 ha pevar c'holen a vez ganet gant ar parezed goude un dougen 63 devezh. E-pad bloaz e chom ar re vihan gant o mamm. Ne gemer ket ar pared tamm perzh ebet en o desavadur ha diarbennet e vezont gant ar parezed un nebeud devezhioù goude ar c'hanedigezh.

Diouzh an noz eo oberiant ar c'hi-dour ha tremen a ra an deiz en e zouarenn.

Gwarez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hemolc'het e veze ar c'hi-dour evit e greoñ, ar pezh a voe kaoz d'un digresk mantrus eus ar boblañs e meur a rannvro. Gant al louzoù enebamprevaned e vez lakaet en arvar bremañ. Gant al labourerien-douar e vezont fuilhet war ar maezioù ha gant an dour-glav e redont d'ar stêrioù. Berniañ a ra an danvezioù pistrius e korf ar c'hon-dour hag o ampoezoniñ goustadik.

War gresk ec'h a o niver adarre abaoe ma'z bet difennet al louzoù dañjerusañ.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Ki-dour er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.