Kaerell
| |||
|---|---|---|---|
M. nivalis
| |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Mammalia | ||
| Urzhad : | Carnivora | ||
| Kerentiad : | Mustelidae | ||
| Iskerentiad : | Mustelinae | ||
| Genad : | Mustela | ||
| Anv skiantel | |||
| Mustela nivalis Linnaeus, 1758 | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Ar gaerell (lesanvet ivez ar buan, ar c'hoantig, pe Marc'harid-koant), (Mustela nivalis) zo ur bronneg, ezel bihanañ ar genad Mustela.
Annez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bevañ a ra ar gaerell e Norzhamerika, Azia hag Europa (nemet en Iwerzhon). Degaset eo bet da Zeland-Nevez.
Kredet ez eus bet ez ae ar boblañs amerikan d'ober ur spesad distag met dilezet eo bet ar vartezeadenn-se bremañ. He c'havout a reer e pradeier, e strouezhegi ha war vevenn ar c'hoadegi dreist-holl.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ul loen moan lostek dezhañ pavioù berr eo ar gaerell evel an holl izili eus kerentiad ar mustelideged, ar pezh a ro tro dezhi da heuliañ he freizhoù en o douarenn. Sklaeroc'h eo he blevenn eget hini izili all he genad ha gwenn eo he c'hof. Er rannvroioù yen e c'hell mont da wenn penn da benn. Ne'z a ket en tu all da 23 cm.
Magadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Logod a ya d'ober ar pep brasañ eus he boued (war dro 350 bep bloaz) met pa gav un neizhiad gedon bihan, n'eo ket evit mirout da lazhañ ha da zebriñ anezho.
Emzalc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En hec'h-unan e vev ar gaerell en diavaez eus ar c'houlz embarañ. Gallout a ra ar parezed genel meur a wech bep bloaz pa vez trawalc'h a voued. Hemolc'hiñ a ra ar gaerell preizhoù kalz brasoc'h egeti, evel ar c'honikled.