Chema Yisrael

Eus Wikipedia
Rennabennad kentañ ar Chema en hebraeg

Chema Yisrael (Shema Israel pe Sh'ma Yisrael (he) שְׁמַע יִשְׂרָאֵל "Selaou Israel") zo ur bedenn yuzev, tennet diwar un darn eus an Torah. Chema Yisrael eo an daou c'her kentañ eus an darn-se. Emañ ar bedenn (berraet alies e Chema) e-kreiz servij ar mintin hag hini an noz el lid yuzev.

Er werzenn gentañ emañ mennozh pennañ ar Yuzevegezh, an undoueegezh : "Selaou, Israel : An Aotrou, hon Doue, eo an Doue nemetañ" (שְׁמַע יִשְׂרָאֵל יְהוָה אֱלֹהֵינוּ יְהוָה אֶחָֽד Levr an Adlezenn 6:4). Hervez ar Yuzevien oberiant, ar Chema eo pedenn bouezusañ al lid hag e zibuniñ div wezh bemdez zo ur miztvah (ur redi relijiel). Kustum eur ivez da zibunañ anezhañ da ziwezhañ a-raok mervel hag alies e vez desket abred d'ar vugale da zibunañ a-raok mont da gousket.

Ar ger implijet evit Doue eo an tetragramm YHWH.

Testenn ar Chema[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pedenn en hebraeg Treuzlizherennadur Testenn vrezhonek[1]
שְׁמַע, יִשְׂרָאֵל: יְהוָה אֱלֹהֵינוּ, יְהוָה אֶחָד. Chémâ, Israël, Ado-nay Elo-henou, Ado-naï Ehad' Selaou, Israel ; An Aotrou, hon Doue, a zo Doue nemetañ.
Baroukh chem kebod malkhouto le'olam vaed Ra vezo benniget anv E ren da viken
וְאָהַבְתָּ, אֵת יְהוָה אֱלֹהֶיךָ, בְּכָל-לְבָבְךָ
וּבְכָל-נַפְשְׁךָ,
וּבְכָל-מְאֹדֶךָ.ּ
Veahabta ett Ado-naï Elo-hekha, bekhol lebabekha,
oubkhol nafchekha,
oubkhol meodekha
Hag e kari an Aotrou, da Zoue, a holl galon,
a holl ene,
a holl nerzh
וְהָיוּ הַדְּבָרִים הָאֵלֶּה,
אֲשֶׁר אָנֹכִי מְצַוְּךָ הַיּוֹם--עַל-לְבָבֶךָ ּ
Vehayou hadebarim ha'èlè
acher Anokhi metsavekha hayom al lebabekha
Hag e vo an traoù-se a c'hourc'hemennan dit hiziv,
war da galon.
וְשִׁנַּנְתָּם לְבָנֶיךָ, וְדִבַּרְתָּ בָּם, בְּשִׁבְתְּךָ בְּבֵיתֶךָ וּבְלֶכְתְּךָ בַדֶּרֶךְ, וּבְשָׁכְבְּךָ וּבְקוּמֶךָ Vechinantam lebanekha, vedibarta bam,
bechibtekha bebethekha oublekhtekha baderekh, oubchokhbekha oubkoumekha
Hag o adlavari da'z mibien, hag e komzi anezho
pa vi ez koazez en ti ha pa gerzhi war an hent, ha pa c'hourvezi, ha pa savi.
וּקְשַׁרְתָּם לְאוֹת, עַל-יָדֶךָ; וְהָיוּ לְטֹטָפֹת, בֵּין עֵינֶיך Oukchartam le'ot al yadekha,
vehayou letotafot ben énekha
Hag o stagañ a ri en arouez war da zorn,
hag e vezint e talgen etre da zaoulagad.
וּכְתַבְתָּם עַל-מְזֻזוֹת בֵּיתֶךָ, וּבִשְׁעָרֶיך Oukhtabtam al mezouzot bétekha oubicharekha Hag o skrivañ a ri war bostoù da di ha war da zorojoù.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Diwar Ar Bibl e brezhoneg dindan renerezh Job Lec'hvien, 2018


Sellet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]